An Dre-Nevez (original) (raw)
| An Dre-Nevez | |
|---|---|
| Anv gallek (ofisiel) | Saint-Sauveur |
| Bro istorel | |
| Melestradurezh | |
| Departamant | |
| Arondisamant | Montroulez |
| Kanton | Sizun (betek 2015) Landivizio (abaoe 2015) |
| Kod kumun | 29262 |
| Kod post | 29400 |
| MaerAmzer gefridi | Thierry Ramonet2020-2026 |
| Etrekumuniezh | KK Bro Landivizio |
| Bro velestradurel | Bro Montroulez |
| Lec'hienn Web | https://www.saintsauveur-finistere.fr |
| Poblañsouriezh | |
| Poblañs | 849 ann. (2023)[1] |
| Stankter | 64 ann./km² |
| Douaroniezh | |
| Daveennoù lec'hiañ | 48° 27′ Norzh 4° 00′ Kornôg / 48.45, -4 |
| Uhelderioù | bihanañ 86 m — brasañ 202 m |
| Gorread | 13,24 km² |
| kemmañ |
An Dre-Nevez a zo ur gumun eus Bro-Leon e kanton Landivizio, e departamant Penn-ar-Bed, e gwalarn Breizh.
- Ar gumun, lec’hiet war bladenn Leon, etre Menez Are er c’hreisteiz ha Mor Breizh en hanternoz, a oa ul lodenn eus eskopti kozh Leon.
- Er gevred da Landivizio ha da Landerne, ar c’hêrioù tostañ dezhi, emañ an Dre Nevez. Tro-dro dezhi emañ kumunioù Sizun er mervent, Kommanna er gevred, Lambaol-Gwimilio en hanternoz ha Lokmelar. E 170 metr a uhelder eo ar vourc’h hag etre 144 ha 202 vetr a uhelder eo lec'hioù all ar gumun. Ar stêr Peñzez zo dourredenn bennañ ar gumun. N’emañ ket kumun an Dre Nevez e Park Arvorig met tost-kenañ anezhañ emañ, en hanternoz.
- Mervel a reas 70 gwaz eus ar gumun, eleze 5,04% eus ar boblañs e 1911, abalamour d'ar brezel[2].
- Mervel a reas unnek den ag ar gumun abalamour d'ar brezel[3].
- Mervel a reas ur c’hrennard eus ar gumun e miz Even 1955[4].
- Mervel a reas daou vilour eus ar gumun[5].
An iliz katolik.- Ilia katolik ar Salver, XVIIvet kantved.
- Monumant ar re varv, luc’hskeudenn[6].
Niver a annezidi

- 1889 : Jos-Pêr ar Braz, emsaver ha skrivagner brezhonek.
- 1896 : Fañch Elies (Abeozen e anv-pluenn), yezhoniour ha skrivagner brezhonek
Commons