Euskareg (original) (raw)

Basque Country in Spain and France

Basque Country in Spain and France

Euskareg(Euskara)
Perzhioù
Komzet e : Spagn ha Frañs
Rannved : Europa
Komzet gant : 751 700
Renkadur : goude 100
Familh-yezh : Yezhoù vaskonek (Yezh digenvez)Euskareg
Statud ofisiel
Yezh ofisiel e : Euskadi (Spagn)
Akademiezh : Euskaltzaindia
Kodoù ar yezh
ISO 639-1 eu
ISO 639-2 baq (B) / eus (T)
ISO 639-3
Kod SIL bSQ
Sellit ivez ouzh ar pennad Yezh.

Ur yezh digenvez eo an euskareg, pe euskara pe euskera, pe baskeg, yezh c'henidik Euskal Herria (pe Bro-Vask) etre mervent ar Stad c'hall e departamant gall ar Pireneoù-Atlantel ha biz Spagn, e kumuniezhoù emren Euskadi ha Nafarroa.

Ne oa bet skouriekaet stumm skrivet ebet a-raok 1968 diwar atiz an Euskaltzaindia, un atebegezh ofisiel dezhi (un akademiezh real eo). Prientet e voe kinnigoù gant ur bodad skrivagnerien ha yezhoniourien a zalc'has abadennoù studi e Baiona (Lapurdi) e 1964-1965. Da vare 50vet bloavezh an akademiezh lidet e santual Arantzazu e voe degemeret furmoù unvan a-dreuz liesseurted an euskareg. Ar yezhoniour, politikour ha skrivagner, Txillardegi, en doa kinniget darn vuiañ ar grafoù. Pa veze troet an euskareg skrivet war-zu stummoù Lapurdi ha Nafarroa, e yeas muioc'h war-zu re Gipuzkoa. Eus an euskareg skouer a vez graet euskal batua hag implijet e vez ez-ofisiel er Gumuniezh emren, en deskadurezh ha muioc'h-mui er mediaoù betek kemer plas parlantoù ar gaozerien a-vihanik_(Daveoù a vank)_.

Komzet e vez, e meur a zoare disheñvel, e Kumuniezh Emren Euskadi (Spagn) dreist-holl el lec'h m'he deus ar yezh-se ur statud ispisial hag emañ ar Gouarnamant Damemren (Eusko Jaurlaritza / Gobierno Vasco), ar strollad broadelour EAJ-PNV (Euzko Alderdi Jeltzalea / Partido Nacionalista Vasco) en e benn, o klask lakaat ar yezh da vont war-raok dre lakaat e pleustr ur politikerezh yezh efedus.

Komzet e vez ar yezh ivez e lodenn Norzh Kumuniezh Forel Nafarroa (spagnoleg : Navarra).

A-hend-all e vez komzet ivez el lec'hioù er Pireneoù-Atlantel a denn ez istorel da dachenn yezh an euskareg (ha n'eo ket hini ar gwaskoneg avat). Gant an takad anvet Iparralde ("tu an norzh") e klot tamm-pe-damm.

Ur statud kenofisiel leun he deus ar yezh euskarek e Kumuniezh Emren Euskadi hag ur statud damofisiel e lec'hioù resis zo eus Kumuniezh Forel Nafarroa.

N'he deus ar yezh-se statud ofisiel ebet el lec'hioù ma reer ganti er Republik c'hall.

Rannyezhoù an euskareg.

Kartenn Bonaparte

Bez' ez eus c'hwec'h rannyezh pennañ hervez ar proviñsoù istorel:

Perzhioù boutin en deus an euskareg gant ar yezhoù kaokazek kentoc'h evit gant an darn vrasañ eus ar yezhoù-all a vez komzet en Europa.

Disheñvel-tre eo yezhadur an euskareg diouzh yezhoù indezeuropek Europa ar C'hornôg o vezañ ma'z eo ur yezh ergativel-absolutivel ha n'eo ket unan nominativel-akuzativel.

Unan eus an diforc'hioù pennañ all a denn da liesdisplegadur ar verboù : displeget e vez ar verboù-skoazell evit lakaat war-wel niver ha gour ar rener met ivez niver ar renadenn eeun ha hini ar renadenn ameeun. Nor-nori-nork a vez graet eus an doare-mañ da zisplegañ ar verboù en euskareg.

Da skouer :

Martinek egunkariak erosten dizkit

Da lâret eo: Martin a bren kelaouennoù din.Rener ur frazenn gant ur verb trazitivel eo Martin ha neuze e vez merket ez-morfologel dre ouzhpennañ al lost-ger -(e)k > Martinek. Ergativel eo an anv kadarn-mañ neuze.

Renadenn eeun ar frazenn eo "egunkaria". Liester eo ar ger-mañ ivez hervez al lost-ger -ak > eugunkariak. Absolutivel eo an anv-kadarn-mañ neuze.

Ar verb a zo erosten dizkit, ennañ erosten, seurt tro-c'hraus, hag erosi eo anv verb ar verb pennañ, implijet amañ dindan ur stumm ispisial erosten' (un tammig evel o prenañ_). Da heul e teu ar verb sikour displeget_ dizkit hag a c'heller dielfennañ evel-mañ:

Dre darempredoù gant ur bern yezhoù all a-hed an amzer eo deuet an euskareg da vezañ levezonet gante, dreist-holl war dachenn ar gerioù. Amprestet zo bet ganti evel-se gerioù diwar al latin, ar spagnoleg, ar galleg hag ar gwaskoneg.

Hervez studierion zo, e teufe an hanter eus an holl c'herioù implijet gant an euskareg eus al latin met diaes-tre eo anavezout ar gwriziennoù latin rak cheñchet kalz eo bet an doare d'o distagañ, da skouer:

Troidigezhioù e brezhoneg. Da lenn evit netra war https://web.archive.org/web/20131105135305/http://www.kembre-breizh.org.uk/