Gab Milin (original) (raw)
(Adkaset eus Gabriel Milin)
| Gab Milin | |
|---|---|
| Anv ofisiel | Gabriel Jean Marie Milin |
| Anv pluenn | Ab BreizLaouenan Breiz |
| Obererezh | Dastumer kontadennoù, barzh, troer |
| Ganedigezh | d’an 3 a viz Gwengolo 1822e Kastell-Paol, |
| Marv | d’ar 27 a viz Kerzu 1895en Enez-Vaz, |
| Yezh skrivañ | Brezhoneg |
| Oberennoù pennañ | |
| Marvaillou grac'h koz Furnez ar geiz eus a Vreiz Ar marvailler brezounec, pe marvaillou brezounec | |
| kemmañ |
Golo Marvaillou grac'h koz
Gab Milin, pe Gabriel Milin, ganet d’an 3 a viz Gwengolo 1822 e Kastell-Paol ha marvet d’ar 27 a viz Kerzu 1895 en Enez-Vaz, a oa ur skrivagner brezhonek.
E vuhez
Ganet e voe Gab Milin e Maner Kervoruz (Kermoruz), e Kastell-Paol, a oa e dud ar verourien anezhañ. En e vugaleaj e teskas galleg, latin ha henc'hresianeg gant un eontr dezhañ hag a oa beleg. Mont a reas d’ober e studi da gloerdi bihan Kastell-Paol da gentañ ha da gloerdi bras Kemper da c’houde. Ne chomas nemet bloaz hanter eno avat ha goude-se e kavas labour evel komis e burevioù porzh Brest e 1847. Eno e tarempredas brezhonegerien a bep lec’h ha dastum a reas ganto kontadennoù ha mojennoù.
Ober a reas anaoudegezh gant ar c’horonal war e leve Troude, a oa troet gant ar brezhoneg ivez. A-gevret e savjont meur a levr. Hiroc'h avat e oa anaoudegezh ar brezhoneger a vihanik Milin eget hini ar soudard kozh.
Ma ne lenner nemet anv Troude war golo an tri geriadur (daou c'heriadur galleg-brezhoneg hag unan brezhoneg-galleg, a voe embannet etre 1842 ha 1879 e c'haller krediñ en doa degaset Gab Milin e anaoudegezhioù hag e gavadennoù ivez.
Ur wech aet war e leve e 1882 e voe rener ar gelaouenn Feiz ha Breiz e Kemper, etre 1883 ha 1884. Bloaz goude ez eas da vevañ war Enez-Vaz ha dilennet e voe da vaer eno. Eno e varvas hag e voe sebeliet.
Teir gwezh e voe dimezet : e 1847 da Agathe Le Dall ; e 1859 da Julienne Le Fur hag e 1869 da Marie-Jeanne Combot. Trizek a vugale a voe ganet en holl eus an dimezioù-se.
Oberennoù
Gant Troude
- Ar Marvailler brezounek, pe marvaillou brezounek (1870)
- Labous ar wirionez ha marvaillou all
- Labous ar wirionez , Skridoù Breizh 1950
E-unan
- Bennoz al laouenan, Brest, J.B. Lefournier, 1867
- Marvaillou grac'h koz (1867)[1]
- Furnez ar geiz euz a Vreiz (1868). A c'haller gwelout war lec'hienn levraoueg niverel Skol-Veur Breizh-Uhel
- Gwechall-goz e oa..., 1924.
- Marvailhoù Bro-Leon, Hor Yezh, 1999
Troidigezhioù
- (Gant Troude) Jezuz Krist, skouer ar Gristenien, 1862
- Sonjit Ervat, 1869
- Alfonso Maria de Liguori, Penaos karet Jezus-Krist, Moullerez ar "C'hourrier", Brest, 1900
Dave
- Penaos karet Jezus-Krist : kentskrid gant A. Guichon de Grandpont, 1900
Notennoù
Commons