Gabriel Morvan (original) (raw)

Gabriel Morvan, pe Biel Morvan, ganet e Plabenneg d'an 3 a viz Eost 1829 ha marvet e Kemper d'ar 17 a viz Mae 1886, a voe beleg, skrivagner brezhonek, ha rener Feiz ha Breiz war-lerc'h Goulven Morvan. Rener Lizeri Breuriez ar Feiz e voe ivez. Bet e voe kure ha person e meur a barrez Leon hag e Kerne, anvet e voe da chaloni goude, ha troer lizhiri-kemenn eskob Kemper e voe ivez.