Gar (original) (raw)

Gar a reer eus ezel traoñ korf un den ; dre ma'z eus div c'har e komzer eus divhar un den.

Izili ar c'herzhed eo an divhar. Stag int ouzh al lestr el laez ; an treid zo e traoñ an divhar.

Ent-strizh e talvez gar kement hag al lodenn eus ezel traoñ an dud a zo etre ar glin hag an ufern[1] ; neuze e reer morzhed eus al lodenn a-us d'ar glin ; an divesker hag an divorzhed a ya da ober divhar un den eta.

Blevek e vez divhar an dud vras. Ar merc'hed dreist-holl a gar disvleviñ o divhar, met kemend-all a vez graet gant paotred zo ivez, ar marc'hhouarnerien hag an neuñvierien dreist-holl, evit gounez tizh.

Gar un den, gwelet eus a-dreñv

Eskern divhar un den

C'hwec'h rannbarzh pennañ zo e divhar un den, eus al laez d'an traoñ.

  1. Rannbarzh an divglun, etre al lestr hag ar vorzhed.
  2. Rannbarzh an divorzhed, etre an divlez hag an divorzhed.
  3. Rannbarzh an daoulin, etre an divorzhed hag an divesker.
  4. Rannbarzh an divesker, etre an daoulin hag an daouufern.
  5. Rannbarzh ar chouk-troad, eleze ar c'houbloù etre an divesker hag an daoudroad.
  6. Rannbarzh an daoudroad.

Kigennoù tal an divorzhed

Kigennoù an divesker

Da 56 e sav an niver a gigennoù a laka gar un den d'e zerc'hel sonn ha da fiñval (kerzhet, lammat, azezañ, hag all) : 14 e rannbarzh an divglun, 14 e rannbarzh an divorzhed, 14 e rannbarzh an divesker, ha 12 e rannbarzh an daoudroad.

Kreñv-tre eo kigennoù an divorzhed, pa rankont dougen ar c'horf. Etre an daoulin hag an daoudroad emañ kigennoù ar c'hofoù-gar ; pouezus int pa gerzher, pa lakaont ar gwad da redek en divhar a-bezh.

Ar gwazhiennoù a heuilh an talmerennoù evit adkas ar gwad d'ar galon. ==NervennoùPemp nervenn bennañ zo e gar un den : nervennoù ar c'hof-gar, a zo rannet etre an nervenn diavez, an hini ziabarzh ha hini ar spilhenn ; an nervenn a-spilhenn don ; an nervenn a-skin.

Ar sent Kosmas ha Damian o treuzplañtañ ur c'har nevez ouzh un den, XVIvet kantved

Commons

Commons

C'hoarvezout a ra e ve ret troc'hañ gar un den outañ, goude ur gwallzarvoud, da virout ouzh ar brein-krign.

Pa ne chom nemet ur c'har ken gant un den e rank kerzhout gant flac'hioù.

  1. Geriadur brezhoneg An Here, 2001, p. 515-a
gkakeKorf an den
Penn Klopenn · Karvan* (pe chagell*) · Kilpenn · Tal · Ividig · Abrant(*) · Gwareg-abrant* · Poull-lagad · Lagad · Skouarn* · Fri · Fronell* · Dremm* · Jod* (pe boc'h* pe bougenn*) · Elgezh (pe bailhog pe groñj) ·
Genoù Muzell* pe Gweuz* · Teod · Stagell an teod* · Staon · Dant · Muñsun · Javed ·
Gouzoug Aval-gouzoug · Garloc'henn* · Hueg (pe mezenn-ar-gouzoug) · Hugenn* · Korzailhenn* · Gourlañchenn* · Korzenn-voued* ·
Korf-bras Skoaz* · Kazel* · Choug · Kein · Gwalenn ar c'hein* · Bruched · Kest ar bruched · Bronn* · Beg ar vronn · Kalon* · Avu · Stomog · Felc'h · Kof · Begel · Kordenn ar begel* · Ardivink-genel · Gaol* ( Blev-gaol · Kourzh · Ellig · Gouhin · Kalc'h · Scrotum · Divgell) · Bandenn* (pe dargreiz) · Lez* · Revr · Feskenn* · Fraezh, pe toull-revr · Perine ·
Ezel Brec'h* · Kof-brec'h · Ilin · Arvrec'h* · Arzorn · Dorn · Biz (Meud · Biz-yod · Biz-bras · Biz-gwalenn · Biz-bihan) · Ivin · Gar* (pe esker*) · Morzhed* · Glin · Kribenn-c'har* · Kof-gar · Ufern · Troad · Chouk-troad · Seul · Biz-troad ·
Kroc'hen Blev · Marblev · Barv · Blev-gaol