Goulven Morvan (original) (raw)

Ur pennad Morvan zo ivez.

Goulven Morvan
Obererezh Kazetenner, troour, barzh, skrivagner
Ganedigezh d'an 12 a viz Kerzu 1819er Forest-Landerne,Bro-Leon Bro-Leon
Marv d'ar 16 a viz C'hwevrer 1891e Brehant-Loudieg,Bro-Sant-Brieg Bro-Sant-Brieg
Yezh skrivañ Brezhoneg
Oberennoù pennañ
Kenteliou hag istoriou a scuer vad evit ar Vretoned
kemmañ Lennit teuliadur ar patrom

Goulven Morvan a zo ur beleg, ur skrivagner hag un troour brezhonek, ganet d'an 12 a viz Kerzu 1819 er Forest-Landerne, ha marvet en Abati Timadeg e Brehant-Loudieg d'ar 16 a viz C'hwevrer 1891, d'e 71 vloaz.

Genidik e oa Goulven Morvan eus ar Forest-Landerne. Goude bezañ beleget e voe kure e meur a barrez : Kerien, Brasparzh, Plouigno, an Treoù. Goude-se e voe anvet gant eskob Kemper e penn ur gelaouenn sizhuniek nevez, Feiz ha Breiz. Diwezhatoc'h e voe anvet da berson e Penharz. E 1876 ez eas da vanac'h da Abati Timadeg hag eno e varvas, pa oa priol. Sevel a reas levrioù a zevosion.

Gantañ e voe krouet ar gelaouenn Feiz ha Breiz e 1865. Chom a reas da rener betek 1875. Neuze ez eas da vanac'h da Dimadeg. Gant Gabriel Morvan e voe kemeret e lec'h e penn ar gelaouenn.

E-leizh a bennadoù hag a droidigezhioù a embannas e Feiz ha Breiz.

  1. (fr) Magasin pittoresque, 1846, pp. 21-24
  2. Jean Lander, Le roman de Mirro - Les cent francs du parrain - Le petit sabot, 1872
  3. Saint Conwoion, premier abbé de Redon, 1868