Gregor Rostrenenn (original) (raw)

(Adkaset eus Gregor Rostren)

N'ouzer ket anv resis an den a relijion ha geriadurour ar brezhoneg Gregor Rostren (e galleg : Grégoire de Rostrenen), a-wechoù Gregor a Rostrenenn. Krediñ a reer eo bet ganet war-dro 1667 pe 1672 e Perred (Bro-Wened da neuze). Marteze e oa Tangi e anv-bihan pa oa Gregor e anv relijiel evel manac'h frañsezat. Mervel a reas e kouent Rosko e 1750. Ur yezhour eus ar re bouezusañ en istor ar brezhoneg eo bet. Ur prezegenner relijiel eo bet ivez.

Kemer a reas sae ar frañsezidi e 1691 ha mont a reas da chom da gouent ar Groazig, e Bro-Naoned.

Daou levr gallek en deus savet Gregor a Rostrenenn war ar brezhoneg :