Gwengamp (original) (raw)
| Gwengamp | |
|---|---|
| Anv gallek (ofisiel) | Guingamp |
| Bro istorel | |
| Melestradurezh | |
| Departamant | |
| Arondisamant | Gwengamp (pennlec'h) |
| Kanton | Gwengamp (pennlec'h) |
| Kod kumun | 22070 |
| Kod post | 22200 |
| MaerAmzer gefridi | Philippe Le Goff2020-2032 |
| Etrekumuniezh | Gwengamp-Pempoull Arvor-Argoad Tolpad-kêrioù (sez) |
| Bro velestradurel | Bro Gwengamp |
| Lec'hienn Web | (fr) villeguingamp.bzh |
| Poblañsouriezh | |
| Poblañs | 7 111 ann. (2023)[1] |
| Stankter | 2 085 ann./km² |
| Douaroniezh | |
| Daveennoù lec'hiañ | 48° 33′ 48″ Norzh 3° 09′ 00″ Kornôg / 48.563333333, -3.15 |
| Uhelderioù | kreiz-kêr : 93 mbihanañ 62 m — brasañ 126 m |
| Gorread | 3,41 km² |
| kemmañ |
Gwengamp a zo ur gêr eus Breizh e Bro-Dreger, ur gumun, ur penn-kanton, ha penn-arondisamant. E 2009 e oa 21 645 a dud en unvezh-kêr, ar pevare brasañ en departamant.
- Treuzet eo ar gumun gant an Trev.

An ti-gar.- War al linennoù hent-houarn Brest Roazhon,
Karaez Gwengamp ha Pempoull Gwengamp emañ Gwengamp.
- Régis de Saint-Jouan (1990) : "Guemcamp_,_ 1123".
- Bernard Tanguy (1992) : "Wingamp, Guencamp, 1123; Guengamp, 1145; Wengampus, 1151; Wengamp, Guengampus, 1156-1169; Wingamp, 1156-1171; Guengampus, Guingampus, 1235".
| Hervez ar skeudeunn roet : Treustellet etre argant ha glazur a bevar fezh. Hervez Froger ha Pressensé[2], war-lerc'h Régis de Saint-Jouan[3] : Treustellet etre glazur hag argant a beder fezh, en Ardamezioù ar Vreuriezh Wenn, bet savet er XIVvet kantved gant Charlez Bleiz. War daolenn levrenn II, p. 10 levr Sigismond Ropartz[4] e kaver « Nobles Bourgeois (Ancien) : "treustellet etre glazur hag argant a bevar fezh" ; Nobles Bourgeois (Moderne) : "treustellet etre argant ha glazur a bevar fezh" ». War adskouer kartenn 1778, er memes levr, e kaver un dresadenn : "treustellet etre argant ha glazur a c'hwec'h pezh", hag a c'hellfe displegañ ar ger triplex er sturienn. Sturienn : Funiculus triplex difficile rumpitur ("Ul liamm tric'hement zo diaes da derriñ"). |
|---|
War un eilskouerenn eus 1778, an dresadenn a ziskouez : treustellet etre argant ha glazur a c'hewec'h fezh (Sigismond Ropartz)
- Emsavadeg ar Bonedoù ruz: tri emsaviad a voe krouget e Gwengamp[5].
- Gant al lezenn eus an 26 a viz C'hwevrer 1790 e voe lakaet Gwengamp da benn un distrig[6].
- 1862: tizhet eo Gwengamp gant an hent-houarn.
- Mervel a reas trizek gwaz eus ar gumun [7].
- Mervel a reas 387 gwaz abalamour d'ar brezel hervez monumant ar re varv, da lavaret eo 4,12 % ag ar boblañs hervez an niveradeg bet graet e 1911[8]; mervel a reas c’hwezek anezhe e Belgia e mizioù Eost ha Gwengolo 1914, e penn-kentañ ar brezel[9]; e Flandrez Belgia e miz Ebrel 1915 e varvas pevar milour eus ar gumun[10].
- D'an 26 a viz Gwengolo 1943 e kouezhas ur c'harr-nij (Spitfire IX marilhet BS-140 ha kodet MD-?) eus aerlu ar Stadoù-Unanet (United States Army Air Forces) nepell diouzh Gwengamp; e nijour a voe lazhet, douaret e voe er Brittany American Cemetery e Montjoie-Saint-Martin e departamant Manche e Bro-C'hall[11].
- Dieubet e voe Gwengamp d'ar 7 a viz Eost 1944 gant ar Rezistañs hag an Task Force A eus lu SUA[12],[13].
- Mervel a reas 98 den ag ar gumun abalamour d'ar brezel[8].
- Mervel a reas seizh soudard.
- Mervel a reas eizh milour.
Ur gêr mogeriet e oa Gwengamp gwechall, met distrujet e voe an darn vrasañ eus ar mogerioù en XIXvet kantved.

Kartenn bost. Marc'had ar moc'h, dindan ar vogerioù
Ar benniliz
Chapel ar Werc'hez en iliz
Dedi enskrivet
Nev. Chantele
Al lein hag ar volzennoù


Ar Blomenn
Nedeleg 2006
Kastell des Salles (XVvet kantved)- Gwerenn-livet 1870-1871 er benniliz katolik, luc’hskeudennoù[14],[15].
- Monumant ar re varv, bet dioueliet d'an 11 a viz Du 1924, luc’hskeudennoù ha kartennoù-post[16],[17].
- Monumant an 48vet Rujumant Troadegiezh er vered, luc’hskeudenn[18].
- Plakenn dirak kazarn kozh an 48vet Rujumant Troadegiezh, luc’hskeudenn[19].
- Plakennoù ar re varv er Skolaj-Lise katolik Intron-Varia, luc’hskeudenn[20].
- Plakenn ar re varv (1914-1918) er benniliz katolik, luc’hskeudenn[21].



- D’an 8 a viz Gouere 2008 e oa bet votet ar garta Ya d'ar brezhoneg gant kuzul-kêr ar gumun.
- Ur skol Diwan zo e Gwengamp abaoe 1980. Klasoù divyezhek zo eno ivez abaoe 1981.
- E distro-skol 2024 e oa enskrivet er skol Diwan hag er c'hlasoù divyezhek 121 skoliad (18 % eus skolidi ar gumun evit a sell ouzh ar c'hentañ derez)[22].
- Ur skol-veur brevez a zo eno a ginnig ur stummadur e brezhoneg.
Emdroadur poblañs Gwengamp abaoe 1793


An ti-kêr.- E Gwengamp emañ diazezet ar c'hleub mell-droad En Avant de Guingamp, bet kemeret perzh gantañ el Ligue 1 etre 1995 ha 1998, etre 2000 ha 2004 hag en-dro adalek 2013, hag aet e oa ar maout gantañ e kib Frañs e 2009 ha 2014 a-enep Roazhon. Unan eus ar bihanan kêrioù eo Gwengamp e-keñver ment ar stad[23](18 126 plas gant ur boblañs a 7 200 a dud hepken).
- François Valentin, livour breizhat, d'an 10 a viz Ebrel 1738.
- Emmanuel Le Maout, naturour, d'an 29 a viz Kerzu, 1799.
- Guy Ropartz, sonaozer brezhon, d'ar 15 a viz Mezheven 1864.
- Claudine Mazéas, dastumerez sevenadur dre gomz, d'ar 26 a viz Gwengolo 1926.
- Vefa de Bellaing, bet ganet Geneviève (Jenovefa e brezhoneg) Charbonnier de Sireuil, songarourez, emsaverez yezh ha sevenadur Breizh ha barzhez (Soaz Kervahe hec'h anv-pluenn) d'ar 16 a viz Ebrel 1998.
- Édouard Ollivro, kelenner, skrivagner ha politikour d'ar 27 a viz Genver 1982.
- 1134-1144 : Jean de la Grille
- 1144- : Moyse
- R.
- 1190 : Jodoin
- e-tro 1202 : L.
- e-tro 1267 : Daniel
- e-tro 1397 Jean de Plédran
- e-tro 1400 : Rolland I
- 1418-1436 : Prigent
- 1437-1452 : Jean Hamon
- 1453-1497 : Bertrand
- 1502-1512 : Rolland II
- 1514-1536 : Jean de Kernavanay
- 1536-1546 : Jean le Cozic
- e-tro 1556 : Philippe Remond
- 1592-1639 : Pierre Cornulier
- e-tro 1671 : Louis Du matz
- 1699-1740 : Charles du Plessis d'Argentré, eskob Tulle
- 1741-1762 : René Joseph de Gouyon-Launay, aluzenner ar rouanez.
- 1762-1790 : Louis-François Freslon de la Freslonnière, anvet abad de la Freslonnière
| Bro | Kêr | Abaoe |
|---|---|---|
| An tSionna | 1992 | |
| Aue | 2011 |
Commons
- (fr) villeguingamp.bzh, lec'hienn ar gumun
- (fr) Gwengamp war al lec'hienn Geobreizh
- (fr) Sigismond Ropartz : Guingamp. Etude pour servir à l'histoire du Tiers-Etat en Bretagne. Prud'homme. Saint-Brieuc. A859; adembannet gant Lafitte Reprints. Marseille. 1982.
- (fr) Régis de Saint-Jouan : Département des Côtes d'Armor. Dictionnaire des communes; éléments d'histoire et d'archéologie. Conseil Général des Côtes d'Armor. 1990.
- (fr) Daniel Delattre : Les Côtes-d'Armor, les 372 communes. 2004
- (fr) Michel Froger & Michel Pressensé : Armorial des Côtes-d'Armor et Ille-et-Vilaine. 2008.
- ↑ Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
- ↑ (fr) Froger, Michel & Pressensé, Michel (2008) : Armorial des communes des Côtes d'Armor et Ille et Vilaine (ISBN 978-2-9087-5283-0)
- ↑ (fr) De Saint-Jouan, Régis (1990) : Dictionnaire des commmunes – Département des Côtes-d'Armor (ASIN : B004VS63XA)
- ↑ (fr)Ropartz, Sigismond : Histoire de la ville de Guingamp, Guingamp, Périssé, 1851.
- ↑ (br)Loeiz Herrieu hag all, Istoér Breih pe Hanes ar Vretoned, Dihunamb, an Oriant, 1910
- ↑ (fr)J. B. Duverger, Collection complète des lois, décrets, ordonnances, règlemens avis du Conseil d'Etat, Levrenn gentañ, Eil embannadur, Pariz, 1834, p.105
- ↑ (fr)Gwerenn-livet - Memorial Genweb
- ↑ 8,0 ha 8,1 (fr)Monumant ar re varv - Memorial Genweb
- ↑ (fr)Memorial Genweb
- ↑ (fr)Memorial Genweb
- ↑ (fr)Pertes USAAF
- ↑ (fr)Éric Rondel, Les Américains en Bretagne, Éditions Astoure, 2008, pajenn192
- ↑ (fr)Le 7 août 1944, Guingamp est libérée - Luc'hskeudennoù
- ↑ (fr)Memorial Genweb
- ↑ (fr)Memorial Genweb
- ↑ (fr)Memorial Genweb
- ↑ (fr)Memorial Genweb
- ↑ (fr)Memorial Genweb
- ↑ (fr)Memorial Genweb
- ↑ (fr)Memorial Genweb
- ↑ (fr)Memorial Genweb
- ↑ (br)Distro-skol ar c’helenn divyezhek
- ↑ (en)"Which stadiums have a capacity greater than their location's populations?"