India (original) (raw)

भारत गणराज्य (Bhārat Ganarājya)Republic of India Republik India
Banniel India ardamez India Banniel ardamez
Ger-stur : सत्यमेव जयते "Satyameva Jayate" (Sañskriteg)
Kan broadel: Vande Mataram
Lec'hiadur IndiaLec'hiadur India
Kêr-benn New Delhi 28°36′N 77°12′E
Kêr vrasañ Mumbai
Yezh(où) ofisiel Hindeg, Saozneg
Gouarnamant Republik
- Prezidant Ram Nath Kovind
- Kentañ ministr Narendra Modi
Gorread
- Hollad 3.287.263 km² (7vet)
- Dour (%) 9,56
Poblañs
- niveradeg 2015 1 251 695 584
- Stankter 3.41/km² (2añ)
PDK (PGP) 2010 (istimadur)
- Hollad $4.060 trillion ([[Roll ar broioù dre o PDK (PGP)|]])
- Keidenn $3.339 ([[roll ar broioù dre PDK (PGP) dre zen|]])
FDD (2010) 0,519 () (119vet)
Moneiz roupi (INR)
Gwerzhid-eur (UTC+5.5)
Kod kenrouedad .in
Kod pellgomz +91

E Su kevandir Azia emañ Republik India, ent-berr India (Bhārat en hindieg). Gant Bangladesh ha Pakistan en em led war iskevandir Indez etre aradennad an Himalaya en Norzh ha Meurvor Indez, hemañ o vezañ a-dal d'hec'h aodoù Kornôg ha Reter. Ar 7vet brasañ bro er bed eo hag an eil pobletañ gant 1 210 193 422 a dud (2011), war-dro 1 miliard 200 milion eta.

Trevadennet e voe India gant ar Rouantelezh-Unanet. E 1947 e teuas da vezañ ur Stad dizalc'h.

Bodet eo 250 milion a dud en un harz-labour bras e miz Du 2020.

India a ya d'ober al lodenn vrasañ eus iskevandir Indez a zo etre plakenn dektonikel India ha lodenn gwalarn ar blakenn indiat-hag-aostraliat. Lod eus tiriad ar stadoù en norzh hag er biz zo lec'hiet e torosad an Himalaya. Ar peurrest eus India an norzh, ar c'hreiz hag ar reter zo tiriadoù strujus plaenenn ar Ganga. Er c'hornôg, e-kichenn gevret Pakistan emañ dezerzh an Thar. India ar su zo evit al lod brasañ pladennoù ledenezel an Dekkan, etre daou dorosad aodel gant un torosennadur diblaen, re Ghat ar c'hornôg ha re Ghat ar reter.

Treuzet eo ar vro gant meurstêrioù evel ar Ganga, ar Brahmapoutra, ar Yamunâ, ar Godâvarî, an Narmadâ hag ar C'haveri. Teir enezeg zo, en o zouez ar re Lakshadweep, hag a zo er-maez aod ar mervent. Bez' emañ ivez aradennad volkanek inizi Andaman ha Nikobar er gevred ha re Sunderban e delta ar Ganga e Bengal ar C'hornôg. An hin indiat a ya eus hini an trovanoù er su betek hini kerreishoc'h an norzh e-lec'h ma vez erc'h a-hed ar goañv e norzh an Himalaya.

Hin ar vro zo levezonet gant an Himalaya ha dezerzh an Thar. An Himalaya ha menezioù an Hindu Kush e Pakistan a harz ouzh an avelioù katabatek deuet eus Kreizazia. Rak-se e chom an tommder e lod brasañ ar c'hevandir kontrol d'ar broioù lec'hiet er memes ledred. Evit dezerzh an Thar a sach avelioù gleborek monson an hañv etre Mezheven ha Gwengolo hag a zo pennkaoz da lodenn vrasañ kouezhadurioù India.

Inizi Andaman

Gwelet ar pennad Stadoù ha tiriadoù India

Ur c’hevredad stadoù eo India, pep hini gant e Barlamant hag e gouarnamant. Bez' zo eizh stad warn-ugent, c'hwec'h tiriad mui tiriad ar gêr-benn Delhi Nevez (New Delhi Capital Territory).

3 287 240 km² eo gorread India. Bevennet eo gant Pakistan, Afghanistan, Republik Pobl Sina, Nepal, Bhoutan, Bangladesh ha Myanmar. 15 000 km a hirder eo harzoù ar vro.

Stadoù ha tiriadoù India

Azouezioù broadel India | Loen | | linl=Olifant Azia | | ---------------- | | ------------------------------------------------------------------------------------------------------------------------------------------------------------------------------------------------------------------------------------------------ | | Evn | | | | Gwez | | | | Bleuñv | | | | Loen lec'hel | | | | Loen-mor | | | | Stlejvil | | | | Bronneg | | | | Frouezh | | | | Azeuldi | | | | Stêr | | | | Menez | | |

Kan broadel : Jan gana mana skrivet gant Rabindranath Tagore

Ger-stur : satyam eva jayate (ar wirionez hepken a zo trec'h)

Loen broadel : an tigr

Evn broadel : ar paun

Bleuñv broadel : al lotuz

Gwez broadel : ar banian

Frouezh broadel : ar mangez

Gwelet ar pennad Banniel India

Gwelet ar pennad: Roll yezhoù ofisiel India

17 yezh pennañ a zo, 844 yezh ha rannyezh all.

Relijionoù pennañ: hindouegezh, islam, kristeniezh, boudaegezh, sikegezh, jainegezh.

Commons

Commons

gkakeKenglad ar Broadoù (Commonwealth)
Stadoù dizalc'h Antigua ha BarbudaAostraliaBahamasBangladeshBarbadosBelizeBotswanaBruneiDominikaEswatiniFidjiGambiaGhanaGrenadaGuyana • India • JamaikaKamerounKanadaKiprenezKenyaKiribatiLesothoMalawiMalaysiaMaldivezMaltaMorisMozambikNamibiaNauruNigeriaOugandaPakistanPapoua Ginea-NevezRouantelezh UnanetSant Kitts ha NevisSantez LusiaSant-Visant hag ar GrenadinezSamoaSechelezSierra LeoneSingapourInizi SolomonSri LankaSuafrikaTanzaniaTongaTrinidad ha TobagoTuvaluVanuatuZambiaZeland-Nevez
Tiriadoù emren Rouantelezh UnanetAkrotiri ha Dhekelia (Kiprenez)AnguillaTiriad Antarktika Breizh-VeurBermudaInizi CaymanGeorgia ar Su hag Inizi Sandwich ar SuInizi Gwerc'h Breizh-VeurGwernenezJerzenezJibraltarInizi MaloùManavTiriad Meurvor Indez Breizh-VeurEnez MontserratInizi PitcairnSaint Helena, Ascension ha Tristan da CunhaInizi Turks ha Caicos Aostralia Tiriad Aostralian AntarktikaInizi Ashmore ha CartierEnez ChristmasInizi Cocos (Keeling)Inizi ar Mor KouralekEnez Heard hag Inizi McDonaldEnez Norfolk Zeland-NevezInizi CookRoss Dependency (Antarktika)NiueTokelau IndiaInizi Andaman ha NicobarLakshadweep
Banniel India, degemeret d'an 22 Gouere 1947.Banniel India, degemeret d'an 22 Gouere 1947. Stadoù ha tiriadoù India
Stadoù Andhra PradeshArunachal PradeshAsamBiharChhattisgarhGoaGujaratHaryanaHimachal PradeshJharkhandKarnatakaKeralaKornôg BengalMadhya PradeshMaharashtraManipurMeghalayaMizoramNagalandOrisaPanjabRajasthanSikkimTamil NaduTelanganaTripuraUttarakhandUttar Pradesh
Tiriadoù an Unaniezh Inizi Andaman ha NikobarChandigarhDadra ha Nagar Haveli ha Daman ha DiuDelhiJammu ha KachmirLadakhLakshadweepPuducherry