Ivon Krog (original) (raw)

Golo Eur zac'had marvailhou gant Ivon Krog

Ivon Krog (Poullann 1885-Brest 1930) a oa ur skrivagner brezhonek eus ar vro Penn Sardin, saver ampart barzhonegoù, kontadennoù ha pezioù-c'hoari. Unan eus ar gwellañ skrivagnerien-bobl e oa. E anv barzh e oa Eostik Kerineg. Ober a rae gant meur a anv-pluenn all, Spern Gwenn dreist-holl, hag ivez Iouen Poullan, Iouen pe Youenn.

Ganet e oa d'ar 15 a viz Eost 1885 e Kervigneg_(Daveoù a vank)_, e Poullann, e-kichen Douarnenez. Dimezet e voe gant Marie-Alexandrine Berrezay ha 5 bugel o doa bet. Evel ur Yann e vil micher ez eas d'ober komis-bank, miliner, hag, erfin, tavarnour e Brest. Ur spered laouenidigezh ha fent a voe gantañ hag, hervez Frañsez Favereau, e veze "poltredet alies e-giz un den drant, troet d'ober fent, prest dalc'hmat da vinc'hoarzhiñ, daoust d'an diaes ma oa e damm buhez…".
Marvet eo d'an 29 a viz Meurzh 1930 e Brest.

Skrivañ a reas e brezhoneg nemetken e-barzh Feiz ha Breiz, Kloc'hdi Breiz, Kroaz ar Vretoned, Brug, Ar Vro, Buhez Breiz. Ul liesskrivagner e voe pa savas skridoù a bep seurt en ur yezh saourus ha gwriziennet mat e yezh e korn-bro hag awenet gant ar c'hontadennoù klevet eno.
Prest e oa un dornskrid evit embann e oberennoù klok dalif, met distrujet e voe e fin an Eil brezel-bed.[1]
Mennozhioù an eil Emsav rannvroelour a vage, ken e voe degemeret e 1908 er C'hoursez Breizh hag e roas e anv d'ar Gevredigez Broadus Breiz hag da Unvaniez Arvor adal 1911.

Embannet ez eus bet tri fezh sinaet gantañ e-barzh Ar Vro, Buhez Breiz, ha Le Courrier du Finistère.

Barzhonegoù sinet Spern Gwenn:

Pennadoù diwar-benn an istor a skrivas ivez :

  1. Meneget gant Lukian Raoul.
  2. Da lenn e Wikimammenn.