Kemper (original) (raw)


Kemper
Iliz-Veur Sant-Kaourintin Kemper gwelet eus an Oded. Iliz-Veur Sant-Kaourintin Kemper gwelet eus an Oded.
Ardamezioù
Anv gallek (ofisiel) Quimper
Bro istorel Kernev Kernev
Melestradurezh
Departamant Penn-ar-Bed
Arondisamant Kemper
Kanton Pennlec'h 2 ganton: Kemper-1 ha Kemper-2
Kod kumun 29232
Kod post 29000
MaerAmzer gefridi Isabelle Assih2020-2026
Etrekumuniezh Kemper Breizh ar C'hornôg
Bro velestradurel Bro Gerne
Lec'hienn Web (br) kemper.bzh(fr) quimper.bzh
Poblañsouriezh
Poblañs 63 473 ann. (2020)[1]
Stankter 752 ann./km²
Douaroniezh
Daveennoù lec'hiañ 47° 59′ 48″ Norzh 4° 05′ 47″ Kornôg / 47.996667, -4.096389
Uhelderioù kreiz-kêr : 6 mbihanañ - 5 m — brasañ 151 m
Gorread 84,45 km²
Lec'hiañ ar gêrKemper
kemmañ Lennit teuliadur ar patrom

Kemper a zo ur gêr e mervent Breizh war ribl an Oded, kêr-benn gozh Kerne ha prefeti departamant Penn-ar-Bed. Kemperiz e vez graet eus he annezidi, ha 63 513 a oa anezho e 2014. 100 187 annezad a oa e Kemper Breizh Izel, ar gumuniezh tolpad-kêrioù, ar pempvet brasañ e Breizh.

Birvidik eo sevenadur hengounel Breizh-Izel e Kemper, heñvel ouzh he bagadoù ha Gouelioù-Meur Kerne hag a zo e-touez ar festivalioù hañv brasañ eus ar vro.

Koshañ anv a gaver eo hini Aquilonia e 1022 (Sanctae Mariae in Aquiloniae civitate), met dizemglev zo diwar-benn pelec'h resis edo ar gêr-se. P'emañ aquilo anv latin an avel Norzh e soñj lod e oa an anv-se hini ur c'harter e Norzh ar gêr galian-ha-roman, houmañ war riblenn Su an Oded.

E 1085 e kaver roud eus Quimpercorentin ken eo staget kreñv ouzh ar gêr-eskopti memor e eskob kentañ sant Kaourintin.

E "Quimper-Corentin" en doa ijinet Yann ar Feunteun e c'hellfe erruout gwalldro ar charretour stanket el lagenn.

E-lec'h ma kej doureier ar Stêr Deir, an Oded hag ar Jed, emañ kêr hag e-se ur c'hember (eus ken + ber e teu an anv), orin an anv. Cymer e kembraeg a zo dezhañ ur ster nes: kej hag en iwerzhoneg eo bet goveliet comhar evit kenlabour.

« En glazur e dourc'h tremenant en argant, kernielet ha krabanet en aour ; e gab en erminoù[3] » Roll d'Hozier, 19 a viz Gouhere 1697 Sturienn: Unanet e vimp kreñv[4]

Roet eo bet al label Kêrioù ha Broioù Arz hag Istor dezhi.

Kemper a zo bet ur ramparzh maen en-dro dezhi adalek an XIIvet kantved. Ar voger-dro, dezhi 1500 metr hirder, a oa toullet gant pevar forzh-meur, unan anezho gant ur pont-gwint. Ar fozioù a veze douret gant ar stêrioù.

Ed an tourioù war ar c'hostezioù Su ha Reter, e-lech e c'hellfe lañset an argadoù en un doare aesoc'h.

Er XIVvet kantved e voe ouzhpennet belegoù-tarzhell e krec'h ar ramparzh evit an difenn a-serzh.

Un nebeud kempennadurioù a voe graet da heul donedigezh ar c'hanolierezh er XVvet kantved: savadurioù e maen-ben evit lakaat ar bannadelloù da zazlammat, tarzhelloù, toulloù bukañ, ur beg-moger en Norzh.

En XVIIIvet kantved e voe dilezet tamm-ha-tamm ar ramparzh d'ar berc'henned tost ha distrujet ar pozhioù evit aesaat an tremenerezh.

E Kemper e kaver meur a vagad, tri outo o kemer perzh er rummad kentañ : Bagad Kemper bet kampion Breizh, Bagad Ar Meilhoù Glaz ha Bagad Penhars. Kavet e vez ivez Bagad Kerne, Bagad an Erge Vras, Bagad Ar Re Gozh ha Bagad Sant Padrig.

Kelc'hioù keltiek a zo ivez. Kelc'h Keltiek Eostiged ar Stangala e-touesk ar re anavezetañ. Kampion Breizh kengevredigezh Kendalc'h e oa ar c'helc'h e 2006. Ar c'helc'hioù all a zo Dañserien Kemper eus kengevredigezh War 'l Leur ha Keltiad Kemper.

An eil kêr pobletañ e Penn-ar-Bed eo Kemper war-lerc'h Brest, hag an hini gentañ eus Bro-Gerne. An niver annezidi nevesañ hervez Wikdata zo 63 642 (1 Genver 2021)

Emdroadur ar boblañs

1962 1968 1975 1982 1990 1999 2006 2012
45989 52496 55977 56907 59437 63238 64900 63360
Niver kemeret adalek 1968 : Poblañs hep kontoù doubl
Roll ar vaered abaoe savidigezh « Kemper Vras » en 1960
Mare Anv Strollad Karg
1960 1967 Yves Thépot SFIO Kentañ maer "Kemper Vras"
1967 1975 Léon Goraguer SFIO Kelenner
1975 1977 Jean Lemeunier PS
1977 1989 Marc Bécam RPR Kannad Penn-ar-Bed
1989 2001 Bernard Poignant PS Kannad Penn-ar-Bed
2001 2008 Alain Gérard RPR ha goude-se UMP Senedour Penn-ar-Bed
2008 2014 Bernard Poignant PS Kannad Europa
2014 2020 Ludovic Jolivet UMP
2020 2026 Isabelle Assih PS
Jacques Aymer, genidig eus bro Boatev, marc'heg Sant-Yann Jeruzalem,rener Kemper e 1527 En argant e dreustell kenframmek etre abel ha gul a beder pezh
le Baron ur c'huzulier ouzh prezidial Kemper e 1660 En argant e dreustell heuliet gant teir melionenn, an holl en geot
le Barzic aotrounez Keranstivel, e Lokmaria En glazur e gebrenn en argant, heuliet gant teir brizhenn ginerminig ivez en argant
Hervé le Bastard de Kerguiffinec,maer Kemper ha kannad ouzh ar Breujoù e 1738.Nicolas le Bastard de Kerguiffinec,mab Hervé, alvokad ar Roue ouzh Prezidial Kemper 1755 En argant e deir dreustell en gul leinet gant teir brizhenn erminig
? Le Baud Senesal Kemper e 1590 En argant e fempdiliaouenn en gul
? de Carné gouarnour Kemper er bloaz ... ? En aour e ziv dreustell en gul
J.M.G du Haffont ː bet ganet e Kemper an 8 Kerzu 1745 (= 50 bloaz); kabiten troadegiezh; marc'heg Sant-Loeiz; eil-major en Rohan; divroad; barnet ar 15 thermidor e Kiberen En gul e gudon en argant pigoset hag iziliet en aour.
de Kerloaguen Aotrounez Krec'heuzen, e parrez Sant-Vazhe En argant e erez dispak iziliek ha pigosek en gul. Sturienn ː Sans effroy
Mathieu Lohéac, prokulor ar Roue ouzh prezidial Kemper e 1590 En argant e vailhenn en sabel
Jean du Quélenec de Saint-Quérec, gouarnour Kemper e 1592 En erminoù, e gab en gul karget gant teir flourdilizenn en aour
Sébastien Ninon, kuzulier ouzh prezidial Kemper e 1700 En glazur e seizh steredenn en argant
Bro Kêr Abaoe
Alamagn Alamagn Remscheid 1971
Iwerzhon Iwerzhon Luimneach 1981
Banniel Galiza Galiza Ourense 2006
Sina Yantai 2005
Italia Foggia 2011
Gres Gres Lavrio 2009
Bro Kêr Abaoe
Banniel Roumania Roumania Sântămăria-Orlea 2007

Wikeriadur

Commons

Commons

  1. Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
  2. Erwan Vallerie : Diazezoù studi istorel an anvioù-parrez. Corpus. An Here. 1995
  3. Pol Potier de Courcy : Nobiliaire et armorial de Bretagne. Adembannadur Editions des Régionalismes. Cressé. 2011/2014
  4. Froger & Pressensé, Armorial des communes du Finistère, 2001; golo 4 (tresadenn gant Bernard Le Brun).
  5. Henri Guiriec, La Région de l'Ellé - bas et haut Ellé, e ti an aozer, 1939, (e galleg), pajenn 16.
  6. J. B. Duverger, Collection complète des lois, décrets, ordonnances, règlemens avis du Conseil d'Etat, Levrenn gentañ, Eil embannadur, Pariz, 1834, p.105
  7. Kristof Jezegoù, Hor Bro e-pad ar Revolusion, Ti-moullañ Ar Bobl, Karaez, 1915, pajennoù 50 ha 51.
  8. Memorial Genweb
  9. Memorial Genweb
  10. Pertes Luftwaffe Finistère
  11. Michel Guéguen ha Louis-Pierre Le Maître, L' Aigle sur la mer - Concarneau 1939 - 1945, levrenn III, 1988, pajenn 65
  12. Serret e miz Eost 2016 diwar urzh ar maer Ludovic Jolivet (UMP).
  13. Memorial Genweb
  14. Université de Lille
  15. Memorial Genweb
  16. Marsel Guieysse, La langue bretonne : ce qu'elle fut, ce qu'elle est, ce qui se fait pour elle et contre elle, pajenn 265, Kemper, Nouvelles Éditions Bretonnes, 1936