Kloar-Fouenant (original) (raw)
| Kloar-Fouenant | |
|---|---|
| Anv gallek (ofisiel) | Clohars-Fouesnant |
| Bro istorel | |
| Melestradurezh | |
| Departamant | Penn-ar-Bed |
| Arondisamant | Kemper |
| Kanton | Fouenant |
| Kod kumun | 29032 |
| Kod post | 29950 |
| MaerAmzer gefridi | Michel Lahuec2008-2026 |
| Etrekumuniezh | KK Bro Fouenant |
| Bro velestradurel | Bro Gerne |
| Lec'hienn Web | Ti-kêr |
| Poblañsouriezh | |
| Poblañs | 2 264 ann. (2023)[1] |
| Stankter | 174 ann./km² |
| Douaroniezh | |
| Daveennoù lec'hiañ | 47° 54′ 16″ Norzh 4° 03′ 34″ Kornôg / 47.904375, -4.059448 |
| Uhelderioù | bihanañ 0 m — brasañ 71 m |
| Gorread | 13,02 km² |
| kemmañ |
Kloar-Fouenant zo ur gumun e Bro-Gerne, e kanton Fouenant e mervent Breizh.
- Erwan Vallerie ː Cloet Gual ?, XIIvet kantved ; Cloezguall, XIIIvet kantved ; Croezual Foenant, 1285 ; Croezval, 1349 ; Croazgual Fuenant, 1368 ; Crozoal Foenant, 1516 ; Clohal Foenant, 1536 ; Crozoal, 1574 ; Clochol, 1630 ; Clohar-Foënant, 1731 ; Clohar-Fouesnant, 1779.
En glazur e groaz en aour karget gant pemp flourdilizenn en glazur, heuliet ouzh 1 ha 4 gant ur greskenn en aour, hag ouzh 2 ha 3 gant ur steredenn ivez en aour.
- Aozer ː Kuzul ar Gumun ; degemeret d'an 3 Mezheven 1985.
- Dekred ar 26 a viz Du 1790 war al le ret: e penn-kentañ 1791 e voe graet al le ouzh ar Roue, ar vro hag al lezennoù gant Dimisit, person, ha Guillermou, kure[2].
- Mervel a reas 28 gwaz eus ar gumun, eleze 3,97% eus ar boblañs e 1911,abalamour d'ar brezel[3].
- Mervel a reas nav den ag ar gumun abalamour d'ar brezel[4].
E 1873 e voe roet ur chapel eus ar XVIvet kantved hag un dachenn d'ar barrez gant perc'henned maner an Dreneg. Dav e oa d'ar barrez adsevel ur chapel nevez war an dachenn-se. Adimplijet e voe porzh ha dismantroù an neved kozh er savadur nevez. Ouzpennet e voe gant ur chantele hag un nev.
Freuzet e voe ar chapel e 1982 gant un tan-gwall hag adkempennet. Gwerennoù-liv modern eus atalieroù Kemper ha Pluguen a voe staliet da-geñver.
En diabarzh emañ miret delwennoù koad Itron-Varia an Dreneg ha Sant Alar, gwarezour ar c'hezeg.
Ar feunteun hag ar c'halvar eus ar XVIvet kantved zo bet taolennet gant kalz a arzourien, Émile Simon en o zouez. Eus an XIXvet kantved eo ar Pieta, e logell ar feunteun.
- Maner Penfeunteunioù.
- Maner Kergoz.
Maner Skividan.- Maner Skividan.
- Monumant ar re varv, luc’hskeudenn[6] .
Niver a annezidi

- Michel Froger & Michel Pressensé : Armorial des communes du Finistère. 2001
- Erwan Vallerie : Diazezoù studi istorel an anvioù-parrez. Corpus. An Here. 1995
Commons
- Kloar-Fouenant war Google map
- Listenn maered Kloar-Fouenant
- Kloar war lec'hienn an Etrekumuniezh
- Foto gant ar satelit
- Diwar-benn kastell Bodinio.
- war infoBretagne
- ↑ Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
- ↑ Kristof Jezegoù, Hor Bro e-pad ar Revolusion, Ti-moullañ Ar Bobl, Karaez, 1915, pajenn 50.
- ↑ Memorial Genweb
- ↑ Memorial Genweb
- ↑ Memorial Genweb
- ↑ Memorial Genweb