Marsel Klerg (original) (raw)

Marsel Klerg
Marsel Klerg Klerg e Kamp Etrekeltiek ar Vrezhonegerien e 1965
Anv pluenn KlergMarsel KlergKlerg LlydawKloareg ar Menez
Obererezh Saver skridoù a feiz, troer, yezhoniour, dastumer
Ganedigezh D'an 12 a viz Du 1912e Plezeved, Breizh
Marv D'an 28 a viz Gouere 1984e Bear, Breizh
Yezh skrivañ Brezhoneg
kemmañ Lennit teuliadur ar patrom

Marsel Klerg (1912-1984), pe Marcel Le Clerc hervez e anv ofisiel, a oa ur beleg katolik, un emsaver hag ur skrivagner brezhonek. Anavezet eo ivez gant an anv Klerg hepken, ha gant ar stumm diwezhañ-mañ eo e rae-eñ peurvuiañ en eil lodenn eus e vuhez. Un den desket-bras war ar relijion e oa, war al lennegezh ha war meur a yezh (evel ar galleg, gallaoueg, latin, gresianeg, okitaneg, kembraeg...). Un arbennigour war ar brezhoneg e oa deuet da vezañ, dreist-holl war brezhoneg Treger a ouie eus an dibab. Lakaet en deus barzhaz Aneirin ha barzhaz Llywarch Hen e brezhoneg.

Ganet e oa bet e Plezeved (Plouvael gantañ) d'an 12 a viz Du 1912. Skoliataet eo bet e Sant Charlez, Sant-Brieg, a-raok mont da gloerdi bras ar gêr-se. Beleget e voe e 1936. Desket en deus komz brezhoneg gant ar person Pêr-Mari Lec'hvien, pa oa kure e Kemper-Gwezhenneg, ha gant tud Ploubêr, e-lec'h ma oa kure e 1942. Goude marv kriz e berson kozh, drouklazhet gant ar Rezistanted e 1944, e stagas Klerg da stourm evit difenn ar brezhoneg. Bet eo kadoriad kentañ Kuzul ar Brezhoneg (1959-1964).

Bet eo Klerg rener ar gelaouenn vrezhonek Barr-Heol war Feiz ha Breizh a oa embannet neuze e Ploubêr, e-kichen Lannuon. E Bulien ez eo bet embannet ar gelaouenn-se etre 1953 ha 1978, dre ma oa bet anvet Klerg eno. Da gentañ e oa ar gelaouenn-se Bleuñ-Brug Aodoù-an-Hanternoz. Daoust d'he anv ne oa ket ur gelaouenn relijiel da vat, met ur seurt magazin gant ur spered breton ha katolik kentoc'h, bet kemeret banniel 'Feiz ha Breizh' ganti da heul e zisparti diouzh ar Bleun-Brug. E-pad pell eo bet an aotrou Armañs ar C'halvez skoazeller brasañ Marsel Klerg evit embann Barr-Heol.

Prezidant kentañ Kuzul ar Brezhoneg eo bet, da enebiñ ouzh savedigezh an doare-skrivañ anvet "skolveurieg" pe "Falc'huneg" e 1953.

Bet eo Klerg ivez an hini en deus lakaet Añjela Duval da skrivañ. Bez' en doa kalz a zoujañs eviti.

Labouret en deus kalz evit ar brezhoneg, a-benn kas e erv war-raok, abalamour ma kave dezhañ e oa dipitus stad ar Vretoned d'ar c'houlz-se. Fellout a rae dezhañ digeriñ stalioù ha reiñ labour d’ar Vretoned, digeriñ skolioù e brezhoneg evit ar vugale, lakaat ar pennoù da grouiñ ur vuhez vrezhon vodern.

Dastumet en deus marvailhoù brezhonek e Ploubêr, digant Eujen Brigant da skouer, er C'houerc'had hag e Bulien.

Graet en deus kalz war-dro skridoù relijiel. Troidigezhioù relijiel e-leizh en deus kaset, moulet en deus levrioù liderezh, evel Pediñ an amzer a-vremañ, embannet gant an aotrou Job Lec'hvien, person Kergrist-Moeloù ha rener an Tour-tan.

Marvet eo e Bear d'an 28 a viz Gouere 1984. Interet eo e Bulien.

- diwar gresianeg ar Bibl

Labouret en deus kalz evit reiñ d'e genvreudeur peadra d'ober o lidoù hag o fedennoù e brezhoneg.da heul Vatikan II.

E skipailh "Ar Bibl Santel" edo, Prientet en deus testennoù e-leizh renet gant Maodez Glanndour, na rae nemet o c'hempenn, o c'hinklañ evel ar barzh ma oa, ar pezh a ro da soñjal e ouie Klerg gwelloc'h gresianeg eget Maodez Glanndour.

Diwar ar gresianeg eo bet troet gantañ testennoù ar Bibl a gaver en oberennoù-mañ war al liderezh da heul Vatikan II :

- diwar latin an Iliz :

- diwar latin 'klasek' an Tadoù eus an Iliz :

E oberenn Lennadurioù kristen zo bet kendalc'het ha skridaozet gant Paol Kalvez. Mont a ra d'ober an darn pennañ eus 'Ofis al lennadennoù' e Brevial Vatikan II.

Evit gwir e oa gouiziek-bras war latin klasek an Tadoù eus an Iliz. Burutellet en deus an droidigezh c'hallek anezho ken pizh m'eo bet berzete skrid gant eskobiezh Sant-Brieg.

-diwar ar galleg:

-diwar an hengembraeg:

-diwar ar saozneg:

Roll ar pennadoù bet skrivet gantañ el Liamm: En "enklaskoù eeun" Dibab "skrivagner" + Klerg