Mezheven (original) (raw)

Genver · C'hwevrer · Meurzh · Ebrel · Mae · Mezheven · Gouere · Eost · Gwengolo · Here · Du · Kerzu

Mezheven e les Très Riches Heures du duc de Berry, 1486

C'hwec'hvet miz ar bloaz eo Mezheven en deiziadur gregorian.

Hervez ar steredoniezh eo an 21 a viz Mezheven goursav-heol an hañv en hantervoul norzh, ha gousav-heol ar goañv en hantervoul su, a verk kreiz pep rannamzer. Kentañ deiz an hañv ofisiel eo avat en Norzh, ar goañv ofisiel er Su.

Keltiek eo anv miz Mezheven, eus *mediosaminos, "kreiz an hañv".

Junius e oa e latin, en enor d'an doueez roman Juno hervez Ovidius. Ur gerdarzh all a c'hallfe bezañ, diwar anv Lucius Junius Brutus, diazezer ar Republik roman.

  1. Devri
  2. Pentekost : d'an hanterkantvet deiz ha seizhvet Sul goude Pask (d'an 09/06 e 2019).
  3. Barnabaz : 11/06.
  4. Pêr : 29/06.
  5. Yann :24/06
  6. Ronan : 01/06.