Naer (original) (raw)
| Naered | |
|---|---|
| Rummatadur filogenetek | |
| Riezad : | Animalia |
| Skourrad : | Chordata |
| Kevrennad : | Reptilia |
| Urzhad : | Squamata |
| Isurzhad : | Serpentes |
| D'ar vevoniezh |
An naered (pe naeron) zo stlejviled, dezho ur c'horf kranennek ha hir hep pavioù gwelus.
Bodañ a reer dindan an anv a naered pe naeron an holl stlejviled hep pav ; o c'horf, goloet gant skant tanav ha pladennoù karnek, zo kranennek ha hir e stumm. Malvennoù o daoulagad zo stag ha boull ar pezh a laka anezhe da gaout ur sell difiñv. Naeron a bep seurt livioù hag a bep seurt mentoù zo. Brogoù binimus o deus, da lazhañ o freizhoù, hag an holl a zebr loened.
Vic'hanerien eo ar pep brasañ anezhe.
Er broioù kerreizh o hin e tozv ar parezed o vioù e diwezh an hañv, hag a-wezhioù ne zeuont ket a-benn da voueta a-walc'h kent goañvaat. Gallout a ra an naeron disjuntañ o c'harvanoù kreñv e doare ma c'hall al loened-se lonkañ preizhoù kalz brasoc'h evito. Lod eus ar spesadoù o deus gwagrennoù binim en o genoù. Lod zo gouest da lazhañ al loened flemmet.
Arabat eo o c'hemmeskañ gant an anuzed-dall, spesadoù glazarded dibav.
Hervez ar rummatadur filogenetek, an naered zo izili an urzhiad Squamata.
Rannet eo an naeron e daou infraurzhiad :
- Alethinophidia Nopcsa, 1923
- Scolecophidia Cope, 1864
Hemachatus haemachatus, Rinkhals
- Acrochordidae
- Aniliidae
- Anomalepididae
- Anomochilidae
- Atractaspididae
- Boidae
- Bolyeriidae
- Colubridae
- Cylindrophiidae
- Elapidae
- Hydrophiidae
- Leptotyphlopidae
- Loxocemidae
- Pythonidae
- Tropidophiidae
- Typhlopidae
- Uropeltidae
- Viperidae
- Xenopeltidae
Micrurus tener
Naer zo un anv a vez graet eus meur a loen-stlej. Bout zo:
Darn anezho hepken zo binimus.
War Wikispecies e vo kavet ditouroù ouzhpenn diwar-benn: