Naoned (original) (raw)
| Naoned | |
|---|---|
| Anvioù all | An Naoned |
| Anv gallaouek | Naunnt, Nantt |
| Anv gallek (ofisiel) | Nantes |
| Bro istorel | |
| Melestradurezh | |
| Departamant | |
| Arondisamant | Naoned |
| Kanton | Pennlec'h 7 kanton |
| Kod kumun | 44109 |
| Kod post | 44000, 44100, 44200 ha 44300 |
| MaerAmzer gefridi | Johanna Rolland (PS)2026-2032 |
| Etrekumuniezh | Naoned Meurgêr |
| Bro velestradurel | Tolpad-kêrioù Naoned |
| Lec'hienn Web | (fr) [metropole.nantes.fr] |
| Poblañsouriezh | |
| Poblañs | 327 734 ann. (2023)[1] |
| Stankter | 5 027 ann./km² |
| Douaroniezh | |
| Daveennoù lec'hiañ | 47° 13′ 05″ Norzh 1° 33′ 10″ Kornôg / 47.21806, -1.55278 |
| Uhelderioù | kreiz-kêr : 8 mbihanañ 2 m — brasañ 52 m |
| Gorread | 65,19 km² |
| kemmañ |
Naoned (distaget: [ˈnɑ̃wnət]), pe An Naoned, eo kêr vrasañ ha kêr-benn istorel Breizh, e gevred ar vro e Breizh-Uhel, war ribl al Liger. Ur rol melestradurel hag armerzhel pennañ he deus. Pennlec'h ha sez predelezh rannvro Broioù al Liger eo, pennlec'h ha sez prefedelezh departamant al Liger-Atlantel ha sez Akademiezh Naoned. Ur porzh kenwerzh a-bouez war aber al Liger e-pad kantvedoù, chomet eo Naoned ur pol armerzhel hag industriel pennañ. 309 346 annezad he deus e 2017, 619 240 annezad e Naoned Meurgêr, 622 693 annezad en unvez kêrel ha 934 165 annezad er tolead kêr.
C'hoariet en deus Naoned ur rol hep e bar e Istor Breizh. Deuet da vezañ kêr-benn Breizh gant Alan Barvek en Xvet kantved, sez gouarnamant Dugelezh Breizh e oa betek ma voe staget ar vro ouzh Bro-C'hall er XVIvet kantved. Kastell Duged Breizh, hec'h Iliz-veur hag he Skol-veur savet e 1460 a ziskouez c'hoazh hiziv galloud ha souvereniezh an Duged d'ar mare-se. Pa zeuas Roazhon da gaout ur rol melestradurel pouezus e framm Proviñs Breizh er c'hantvedoù da heul, e tiorroas Naoned war an dachenn armerzhel, dre he forzh (gant ar c'henwerzh tric'horniek dreist-holl), hag he greanterezh adalek an Dispac'h Greantel en XIXvet kantved, aroueziet gant an Tour Lu, aspadenn labouradeg kozh an embregerezh vrudet, deuet da vezañ ul lec'h sevenadurel. Pinvidik eo buhez sevenadurel ar gêr, heñvel ouzh arvestoù ar gompagnunezh hollvrudet Royal de Luxe.
War lezioù aber al Liger emañ Kêr Naoned, 50 kilometr hepken eus ar Meurvor Atlantel. War lez hanternoz al Liger emañ Erv Breizh (lost Kein Breizh). Plaenoc’h eo an douar war ribl ar c'hreisteiz.
E-pad pell e voe graet "Venezia ar c’hornôg" eus Naoned peogwir e oa treuzet gant adstêrioù al Liger ha gant kanolioù ivez. Kalz inizi a oa etre daou ribl al Liger: Enez Beaulieu, Enez Santez-Anna, Enez Feydeau, Enez Gloriette...
En XXvet kantved, goude 1930, e oa bet peurgarget pe goloet meur a ganol hag adstêr eus al Liger (re ribl an hanternoz dreist-holl). Bremañ eo treuzet meurgêr Naoned gant al Liger, an Erzh, ar Sevr, ar C'hezin hag ar C'hent.
Banniel Kêr-Naoned
Naunnt ([nɑ̃ːt]), Nâunnt ([nãt], [nɛ̃ʊ̆t]) pe Nantt ([nɑ̃t]) eo hec'h anv e gallaoueg[2], Nantes (/nɑ̃t/ (selaou)) e galleg, Nantas en okitaneg.
- Dauzat & Rostaing (1963-1978) : Condevincum, IIvet kantved ; urbem Namneticam, Namnetas, VIvet kantved.
- Jean-Yves Le Moing : Condiouicnon, IIvet kantved, Ptolemaios.
- Erwan Vallerie : Namnetas, 1453.
Gerdarzh
Diwar anv ar bobl Namnetes / Namneted, staliet war lez hanternoz ar stêr Liger.
| En gul e lestr greet en aour, goueliet en erminoù, mordoant war ur mor geotet ; e gab en erminoù. Sturienn : Favet Neptunus eunti ("Ra zougo Neptunus dorn d'ar veajourien") |
|---|
- Pennad pennañ : Istor Naoned
Goude ma vije bet ar Gelted e Naoned, poblad arvorigat (daveoù mar plij) an Namneted en doa graet e annez tal al Liger. Met ne ouezer ket mat e pelec'h e oant staliet, nemet e oa ur gêrig dezho e-barzh karter ar Bouffay, met e 56 a-raok J.-K e oant bet aloubet gant Julius Caesar, hag anvet e vije bet ar gêr nevez Portus Namnetus. Aesoc'h e oa neuze da Gaesar tagañ ar Veneted p'en deus lakaet listri-brezel da vezañ savet eno. Marteze eo bet Portus Namnetus porzh an Namneted a oa gevell da hini ar Biktoned a zo bet e anv Portus Ratiatus, deuet da vezañ Reudied rak tal riblenn Su al Liger: kavet ez eus bet roudoù savadurioù galian-ha-roman e kreiz ar gêr-se.
En IIIe ha IVe kantved, evel meur a gêrbenn galian-ha-roman, e cheñchas Condevicnum hec'h anv ur wech ouzhpenn. Meur a cheñchamant lec'hanvadur a oa bet e-kerzh ma oa an impalaeriezh roman o vont da get. Gwelet e vez neuze un distro eus kredennoù koshoc'h, a oa dija galianeg. Tamm-ha-tamm e oa bet adkemeret un anv galianek evit ober sin d'ar c'hredennoù.
Naoned a zeuas da vezañ kristen e-kerzh an IIIe kantved. Hag an iliz-veur a zeuas da vezañ "kador-berc'h" an eskopti. Siwazh da-se tagadennoù a voe eus perzh ar Saksoned pe Frizoned, galvet e oant gant poblañs dianav kenañ ar Vagaudiz ha savet e voe neuze mogerioù-difenn evit diwall ar gêr diwarno.
- Gwelout ar pennad Naoned e Breizh.
Gratien Libault (1671)
Gérard Mellier (1720)
Jedouer Maerdi Naoned (1732)
| 1564 | Geoffroi DROUET de Langle | Ul lec'h e Koeron eo Langle. | |
|---|---|---|---|
| 1566 | Yves ROCAZ de La Chalonnière | Ul lec'h e Reudied eo La Chalonnière. | |
| 1568 | Mathieu ANDRÉ de Champeaux. | ||
| 1569 | Pierre CORNULIER de la Touche. | Ul lec'h e Nozieg eo La Touche. | |
| 1570 | Jean MORIN de la Marchandrye | ||
| 1571 | Guillaume HAROUIS de la Seilleraye | Nac'het en deus sentiñ ouzh an dug de Montpensier da-geñver Lazhadeg Sant Berteleme, ha dre-se en deus gwarezet meur a galvinour e Naoned. | |
| 1572 | Michel le LOU du Breil | ||
| 1573 | Jacques GRIGNON de la Grignonnaye | ||
| 1575 | Jean BOUTIN de la Cour | ||
| 1576 | Robert POULLAIN de Gesvres | ||
| 1577 | Michel LORIOT du Fief (-Rosti) | ||
| 1578 | François MIRON de VilleneuveJeneral war ar C'hontoù Breizh e 1575 ez eo bet ivez. | ||
| 1580 | Antoine BRÉNEZAY de Carcouét | Alvokad jeneral ouzh Breujoù ar re Kevredet Naoned e 1593 ez eo bet ivez. | |
| 1581 | Bonaventure COMPLUDO de Livernière | ||
| 1583 | Claude BROSSARD de la Trocardière | Barner war an dorfedoù ez eo bet ivez. | |
| 1584 | Antoine GRAVOIL de Saint-Michel | ||
| 1585 | Jacques MARQUES de la Branchouère | Chuin Naoned e oa bet e 1578. | |
| 1586 | Jean FRUNEAU de la Noë | ||
| 1588 | Charles HAROUIS de l’Epinay | Mab Guillaume HAROUIS, a-us ; toullbac'het e voe gant dug Mercoeur abalamour ma oa diouzh tu ar Roue. | |
| 1590 | Pierre ANDRÉ du Tertre | ||
| 1592 | Jean l'AUBIER de la Chaussée | Mestr meur dourioù ha koadeier Breizh. | |
| 1595 | Guillaume du BOT de Launay | Ul lec'h e Gwerzhav eo Le Launay. | |
| 1596 | Jean FOURCHÉ de la Courosserie | Selaouer ouzh ar C'hontoù e 1572, mestr ar C'hontoù e 1590, ha mestr ar c'hanolieriezh ez eo bet ivez. | |
| 1598 | Charles HAROUIS de l’Epinay | Marteze ar memes hini hag e 1588. | |
| 1599 | Gabriel HUS de la Bouchetière | Teñzorerr ouzh Breujoù Breizh e 1590. | |
| 1601 | Julien LAURENS de Léraudière | ||
| 1603 | Yves le LOU(P) du Breil | Bet mestr ouzh ar C'hontoù e 1586. | |
| 1605 | Claude CORNULIER de la Touche | ||
| 1607 | Michel LORIOT de la Noue | ||
| 1609 | René CHARETTE de la Bretonniere | ||
| 1611 | Jean BLANCHARD de Lessongère | ||
| 1613 | Louis CHARETTE de la Colinière | ||
| 1615 | Pierre BERNARD de la Turmelière | Ivez kadoriad ouzh ar C'hontoù | |
| 1617 | André MORIN du Bois (d'Estréan) | ||
| 1619 | Alexandre CHARETTE du Pellan | ||
| 1621 | Jacques RAOUL de la Guibourgère | Bet dimezet da Yvonne Charette. Deuet da vezañ intañv ec'h eas gant ar relijion hag e teuas war-lerc'h e eontr Michel evel eskob Saintes e 1631, ha treuzkaset da La Rochelle e 1646, e-lec'h ma varvas e 1661. | |
| 1623 | Louis HAROUIS de la Seilleraye | Er bloaz 1626 e voe kadoriad kentañ ouzh ar C'hontoù. | |
| 1625 | Jean HAROUIS de l’Epinay | ||
| 1627 | René MENARDEAU du Perray | ||
| 1629 | René de la TULLAYE de Belle-lsle | E Sant-Donasian emañ La Tullaye. | |
| 1631 | Guillaume BLANCHARD de la Chapelle | Sekretour ar Roue e 1613 ez eo bet ivez. | |
| 1633 | René BERNARD de la Turmelière | ||
| 1634 | André du BOT de la Grandehaye | ||
| 1636 | René CHARETTE de la Bretonnière | ||
| 1637 | François BOURGOGNE de Vieillecour | ||
| 1639 | Pierre POULLAIN de la Vincendière | ||
| 1642 | Christophe JUCHAULT du Blotereau | ||
| 1643 | François LORIDO du Mesnil | Ul lec'h e Legneg eo Le Mesnil ; chuin Naoned e 1666 e voe François Lorido c'hoazh. | |
| 1644 | Yves de MORIN de la Chalonnière | ||
| 1647 | Jacques BOURGUES de la Jaunays | Eilmaer e 1621 ez eo bet ivez. | |
| 1648 | Mathurin BOUX du Tei | ||
| 1650 | Jean CHARETTE de la Gascherie | Ul lec'h e Chapel-Erzh eo La Gascherie. | |
| 1652 | Claude BIDE de Ranzay | Un anv e Sant-Donasian eo Ranzay. | |
| 1654 | Jean FOURNIER de la Pinsonniére | Ul lec'h e Mezansker eo La Pinsonnière. | |
| 1657 | René de PONTUAL de Tréméreuc | Ur barrez en eskopti Sant-Maloù e oa Tremereg. | |
| 1659 | Jacques HUTEAU des Burons | ||
| 1661 | Jean POULLAIN de la Vincendiére | ||
| 1662 | Louis MACE de la Roche | Ul lec'h e Koufeg eo La Roche. | |
| 1664 | Mathurin GIRAUD de la Bigeotière | Ul lec'h en Orvez eo La Bigeotière. | |
| 1666 | François LORIDO du Mesnil | Chuin Naoned e 1643 e oa bet François Lorido c'hoazh. | |
| 1668 | Jacques CHARETTE de Montbert | Ur barrez e oa Monteverzh. | |
| 1671 | Gratien LIBAULT de la Templerie | Ul lec'h e Pont-Marzin e oa La Templerie ; ur Gratien, marteze ar memes hini, a oa bet chuin Naoned e 1655. | |
| 1673 | Jean REGNIER de la Souchais | Meneget eo an anv "La Souchais" e Donez, Felgerieg-Veur, Sant-Filberzh-Deaz, Sant-Mikael-Keveger. Al lec'h resis n'eo ket bet roet gant PPC. | |
| 1675 | Louis CHARETTE de la Gascherie | ||
| 1676 | Charles-César CHEVALIER du Bois-Chevalier | Ul lec'h e Levieg eo Bois-Chevalier. | |
| 1679 | Jacques FREMONT du Bouffay | Ul lec'h e Chapel-Erzh eo Bouffay. | |
| 1682 | Louis MESNARD du Pavillon | Ul lec'h e Maezon-a-Stêr eo Le Pavillon. | |
| 1683 | Claude BIDE de la Bothinière | Ul lec'h e Gwaled eo La Bothinière. | |
| 1685 | Guillaume de l'ISLE de la Nicollière | Ul lec'h e Gwerzhav eo La Nicollière. | |
| 1688 | Paul CASSARD du Brossay | Ul lec'h e Fegerieg eo Le Brossay. | |
| 1690 | Pierre NOBLET du Villo | ||
| 1692 | ??? BOULONNOIS de Saint-SimonEil-maer | En argant e dreustell en gul, heuliet ouzh kab gant ur voul leinet gant teir c'hraoñenn hag ouzh beg gant ul leon, an holl en sabel. | |
| 1693 | Julien PROUST du Port-la-Vigne | Ul lec'h e Kervegon eo Port-la-Vigne / Portlavigne. | |
| 1708 | Joseph le ROULX de la Ville | Ul lec'h e Kelenneg-ar-Mewan eo La Ville. | |
| 1716 | André BOUSSINEAU de la Patissière | Ul lec'h e Sant-Ervlan eo La Patissière. | |
| 1720 | Gérard MELLIER | Genidik eus Lyon, Gérard Mellier a oa bet jeneral ar C'hontoù e 1702, ha marc'heg Sant-Lazar. Dimezet e oa gant Renée Tarail. | |
| 1730 | René le RAY du Fumet | Bez' ez eus ul lec'h anvet "Le Fumet" e Villeneuve-en-Retz, hervez GoogleEarth. | |
| 1732 | Jean-François VEDIER de la Ville-Olivier | Bez' ez eus tri lec'h e Breizh a zo anvet la Ville-Olivier : Magoerioù-ar-C'houenon, Gwezhennoù, Krugell. | |
| 1735 | René DARQUISTADE de la Maillardière | Ul lec'h e Gwerzhav eo La Maillardière ; René Darquistade / d'Arquistade a oa bet ivez chuin Naoned e 1718, ha goude-se sekretour ar Roue ; noblet eo bet dre lizheroù 1743. | |
| 1736 | Claude PETIT de la Bauche. | Ul lec'h e Kervegon eo La Bauche. | |
| 1738 | François MORICAUD de la Haye | E keñveroù Gwerzhav e oa La Haye war a seblant. | |
| 1740 | René DARQUISTADE de la Maillardière | Evit an eil gwech. Gwelout a-us, 1735. | |
| 1747 | François Pierre du ROCHER | Ar familh-se a oa aotrounez Vauguérin e Sant-Albin-ar-C'hestell ha Rouvré e Ruzieg. | |
| 1748 | Mathurin BELLABRE du Tellement | Chuin Naoned e voe e 1714, sekretour ar Roue e 1730, kent mont da vaer Naoned. | |
| 1751 | ? SARREBOURSE | Eil maer Naoned. Marteze Philippe-Sebastien Sarrebourse d'Audeville, jeneral war an Arc'hant e 1785 | |
| 1754 | Jean-Baptiste GELLEE de Prémion | Ul lec'h e Kordevez eo Les Prémions. | |
| 1762 | Léonard JOUBERT du Collet | Ul lec'h e Bourg-des-Moutiers eo Le Collet ; ar familh-se a oa genidik eus Nervouster, met staliet e oa ivez e Breizh, e Porzh-Pêr. | |
| 1766 | François LIBAULT | Sekretour ar Roue e 1753 ez eo bet ivez. | |
| 1770 | Philippe-Vincent ROGER de la Mouchetière | Ul lec'h e Sant-Koulman eo La Mouchetière ; Philippe-Vincent Roger de la Mouchetière a oa bet letanant-jeneral amiraliezh e 1762 ha koronal milis ar vourc'hizien kent mont da vaer Naoned. | |
| 1772 | Pierre de la VILLE de Chambardet | ||
| 1776 | Jean-Baptiste GELLEE de Prémion | Gwelout a-us, 1754 | |
| 1782 | Jean-Jacques BERROUETTE | ||
| 1786 | Georges GUERIN de Beaumont | ||
| 1787 | Pierre RICHARD de la Pervenchère | Ul lec'h e Kazon eo La Pervenchère ; Pierre Richard de la Pervenchère zo bet ivez sekretour ar Roue, ha tad ur c'huzulier ar Stad | |
| 1789 | Christophe-Clair DANIEL de Kervégan | Ul lec'h e Botoha eo Kervegan ; Christophe-Clair Daniel de Kervégan (†1817) a oa bet ivez pennbarner-koñsul Naoned e 1774, kent mont da vaer Naoned. | |
| 1791 | Pierre-Guillaume-Hervé GIRAUD du Plessis | Kannad senesaliezh Naoned ouzh ar Stadoù e 1789 ez eo bet ivez, kent mont da vaer Naoned. |
| 1564 | Etienne Le Boucher | En argant e deir balmezenn c'heotet; an div ouzh kab kein ouzh kein | |
|---|---|---|---|
| 1575 | ? Simon | En sabel e leon en argant, krabanet ha teodet en gul | |
| 1587 | ? Luzeau | En glazur e vlourdilizenn en argant, heuliet ouzh kab gant div vrizhenn erminig ivez en argant | |
| 1600 | ? Simon | En sabel e leon en argant, krabanet ha teodet en gul | |
| 1612 | ? Bourgogne de Vieillecour | Troc'het etre aour hag arc'hant; e ezev en glazur heuliet gant peder rozenn ivez en glazur, 2, 2. | |
| 1612 | Michel Ragaud | En glazur e greskenn en aour | |
| 1617 | ??? | Antoine Guibourg | Hag a zo bet ivez pennc'hrefier ouzh ar C'hontoù e 1597. |
| 1647 | ? Léonard de la Rablaye | En glazur e leon en argant, krabanet ha teodet en gul | |
| 1652 | Jean Le Haste | En argant e deir moualc'henn en gul | |
| 1655 | Gratien Libault | En argant e c'hwec'h flourdilizenn en gul, 3, 2, 1; a gab ivez en gul karget gant tri houarn goaf en argant, begoù ouzh kab | |
| 1664 | ? Olivier | En argant e wezenn-olivez c'heotet, war ur savenn ivez en geot | |
| 1666 | ? Valleton | En aour e c'halon en gul, heuliet ouzh kab gant ur rozenn ivez en gul, hag ouzh beg gant ur c'hreskenn en glazur | |
| 1675 | ? Merlet | En aour e leonerez en glazur | |
| 1676 | ? Perrault | En gul e dreustell en aour karget gant un erez dispak en sabel, hag heuliet gant teir lankell en aour | |
| 1680 | ? Danguy | En argant e wezenn-bin diwriziet c'heotet, hebiaet gant div vrizhenn erminig en sabel | |
| 1682 | ? Liger, pe Léger | En gul e sourin goñchek en aour, heuliet gant teir groazigan en arc'hant | |
| 1686 | ? Fresneau | En argant e onnenn diwriziek c'heotet, hebiaet gant div steredenn en glazur | |
| 1692 | ? Bazillays | En sabel e bas mulez en argant | |
| 1692 | ? Bruneau | En glazur e zri erezan treustellet en aour, leinet gant ur steredenn ivez en aour | |
| 1761 | ? Le Beau | En glazur e heol en aour |
(war ar stern)
- Anna Breizh
- Claude Bazin de Bezons, priol Pirmil e 1683
- François Simon de la Carterie, selaiouer ouzh Kambr ar C'hontoù Breizh e 1698
- Charles Le Roux (1814-1895), livour ha politikour
- Charles Leduc (1831-1911), tresour ha livour
- Anna Breizh (1477-1514)
- Jacques Cassard, moraer ha kourser, 30 a viz Gwengolo 1679.
- Charles Monselet (1825-1888), kazetennner ha barnour war ar c'heginañ.
- Régis-Marie-Joseph de l'Estourbeillon de la Garnache, kannad mirelour ar Mor-Bihan, saver Kevredigezh Broadel Breizh, 10 a viz C'hwevrer 1858.
- Maxime Maufra, livour, 17 a viz Mae 1861
- Édouard Nignon, keginour, 9 a viz Du 1865
- Edgar Maxence, livour, e 1871
- Gustave Gallet, aktour (c'hoariva, sinema ha skinwel), 7 a viz Ebrel 1875.
- Jean Émile Laboureur, livour, engravour ha skeudennaouer 16 a viz Eost 1877
- Paul Ladmirault, sonaozer, 8 a viz Kerzu 1877.
- Marc Elder, skrivagner, 31 a viz Here 1884.
- Jean Brochard, aktour (c'hoariva, sinema ha skinwel), 12 a viz Meurzh 1893.
- Robert Ballanger, politikour, kannad komunour adalek 1945 betek 1981, 2 a viz Du 1912.
- Denys de La Patellière (1921-2013), filmaozer ha senarioour
- Jean Graton, treser bannoù-treset, e 1923.
- Éric Tabarly (1931-1998), moraer.
Pevar milour bet ganet e Naoned a voe fuzuilhet gant al lu gall e-pad ar Brezel-bed kentañ :
- Jules Allard, soudard en 62vet rujumant war-droad, fuzuilhet d'an 13 a viz C'hwevrer 1917 e Verdun, da 24 bloaz, tamallet dezhañ bezañ "dizertet en diabarzh"[3] ;
- Louis Julien Le Madec (10 a viz Meurzh 1886), soudard er 65vet rujumant war-droad, fuzuilhet pe lazhet gant un ofiser d'ar 16 a viz Here 1914 en Englebelmer (meneget eo war ar mortuaj: «indigne» (dizellezeg)[4]);
- Louis Longuetaud (12 a viz Gwengolo 1889 -14 a viz Meurzh 1915 e Bourg-et-Comin), soudard en 249vet rujumant war-droad, fuzuilhet evit «feulster ha gourdrouz ouzh unan a-us»[5];
- Jean Michel Suraud, soudard, fuzuilhet d'ar 7 a viz Gwengolo 1916, da 34 bloaz.
- Adolphe Billault (1805 e Gwened - 1863 e Goueled-Goulen), alvokad ha ministr, bet e penn urzh an alvokaded, dilennet meur a wech e Naoned (kuzulier-kêr, kuzulier-departamant ha kannad).
Livourien: Louis Garneray, Charles Leduc, Robert Micheau-Vernez, Nicolas Ozanne, William Parrott, Jean-François Sablet, Joseph Mallord William Turner
- Jafrez Iañ, Dug Breizh, d'an 20 a viz Du 1008.
- Jean Meschinot, barzh gallek, e lez Duged Breizh Frañsez II hag e verc'h Anna Vreizh, d'an 12 a viz Gwengolo 1491.
- François-Athanase de Charette de La Contrie, tudenn ar chouanerezh, d'an 29 a viz Meurzh 1796.
- Jacques Vaché (An Oriant 1895 - Naoned 1919), livour.
- Jean Rigollet, micherour bet lazhet gant ur CRS d'an 19 a viz Eost 1955 e-pad an harzoù-labour.
- Jean Brochard, aktour (c'hoariva, sinema ha skinwel), d'an 17 a viz Mezheven 1972.
- Claude Auclair, aozer bannoù-treset, d'an 20 a viz Genver 1990.
- Jean Rouxel (Malastred 1935 - Naoned 1998), kimiour, kelenner e Skol-veur Naoned.
| Jean l'Aubier, pe Laubier, maer Naoned e 1591 En argant e deir grilh en sabel o dornelloù bouklet ivez en sabel. | |
|---|---|
| ? d'Avaugour, aotrounez Port-Durand e Sant-Donasian En argant e gab en gul. | |
| ? d'Avignon, Davaignon En gul e lammell heuliet ouzh kab gant ur bezantenn, ouzh lezioù hag ouzh beg gant teir c'hregilhenn, an holl en argant. François, sekretour an dug e 1475 ; Pierre, tailhanter Naoned e 1533 ; Artur, galvet ouzh an eil-bann Naoned e 1543 | |
| ? Bachelier du Pinier, chuin Naoned e 1654 En argant e binenn en geot war ur savenn ivez en geot. | |
| Josselin Barbechat, arc'hdiagon Naoned e 1239 Ul leonparzh heuliet gant c'hwec'h groazigan , 3, 3. | |
| Laurent Barbot, alvokad ar Roue ouzh prezidial Naoned e 1669 En glazur e groaz en argant heuliet gant pevar leonig en aour, unan ouzh pep konk. | |
| ? Barillier, chuin Naoned e 1598 En glazur e gebrenn en aour, heuliet ouzh kab gant div galon ivez en aour hag ouzh beg gant ur greskenn en argant. | |
| ? Barillon de Bonnefons, aotrounez Plessis-Tizon, e Sant-Donasian En gul e deir barrikenn en aour kelc'hiet en sabel. | |
| ? Baron; genidik eus Naoned ; un alvokad ouzh Breujoù Breizh, bet ganet e 1738, ha noblet e 1815 En glazur e zri levr digor en aour. | |
| Jacques Barrieu, kuzulier ouzh amiraliezh Noaned e 1696 En argant e gebrenn en gul heuliet ouzh kab gant div steredenn ivez en gul hag ouzh beg gant un erez en sabel. | |
| ? Bascher, koronal, provost lez Naoned, bet noblet e 1818. En argant e groaz vleuñvellek geotet karget gant ur c'hleze en aour peuliek, teir fempdelienn en glazur ouzh konkoù 1 & 4, un dervenn c'heotet diframmet ouzh konkoù 2 ha 3. | |
| Louis Baudouin, chuin Naoned e (?) En gul e groaz pavek en aour | |
| Claude Bazin de Bezons, priol Pirmil e 1683 En glazur e deir gurunenn dug en aour | |
| Guillaume de Beaune, jeneral war an Argant, ha goude se mestr ouzh ar C'hontoù, e 1492; Jacques de Beaune, jeneral war an Argant, laket d'ar marv e 1527; Guillaume de Beaune, jeneral war an Argant, forbannet e 1527 Martin de Beaune, mestr ouzh ar C'hontoù e 1555, hag abbad Saint-Jean-des-Prés e 1565. En gul e gebrenn en argant, heuliet gant tri bezantenn en aour | |
| Pierre Bellot, chuin Naoned e 1698 En argant e baun rodellant en geot heuliet gant ur vrizhenn erminig en sabel ouzh pep konk. | |
| Berthelot, aotrounez Sant-Similian Naoned En argant e gebrenn en glazur, heuliet ouzh kab gant div steredenn ivez en glazur, hag ouzh beg gant un erez dispak en sabel leinet gant ur greskenn en gul | |
| Pierre Billy, chuin Naoned e 1570 En aour e groaz divouedet en glazur | |
| Etienne Boislève, chuin Naoned e 1577 En argant e deir rozenn en gul; e gab en glazur karget gant tri lammell en aour | |
| André Boussineau, chuin Naoned e 1628 En glazur e deir bellen en aour kelc'hiek en sabel | |
| Olivier du Breil, chuin Naoned e 1624 En glazur e leon en argant, krabanet, teodet, ha kurunet en gul; heuliet gant teir c'hregilhenn en argant | |
| Guillaume Bretagne, chuin Naoned e 1568; en eus skoazellet maer Naoned a-enep ar Saint-Barthelemy hag en eus diwallet ar Galvinisted Naoned e 1572. Christophe Bretagne, selaouer ouzh Kambr ar C'hontoù Breuzh e 1641 En argant e deir c'hreskenn en glazur war o eneb, ur vrizhenn erminig en sabel ouzh kondon | |
| Burot : daou chuin Naoned, e 1659 ha 1703 En argant e zri fenn bleiz en sabel | |
| Claude Caillaud : chuin Naoned e 1630 En glazur e gebrenn dentek, heuliet ouzh kab gant teir steredenn hag ouzh beg gant ur greskenn, an holl en argant; ur koail en aour etre brec'hennoù ar greskenn | |
| René Cailleau, chuin Naoned e 1636 En glazur e dreustell en argant, heuliet ouzh kab gant ur manal en aour, hag ouzh beg gant div steredenn ivez en aour | |
| Pierre du Cassia : chuin Naoned e 1673 Tredeet ha peuliek : ouzh 1 ha 2, peuliek etre glazur hag argant a beder pezh, karget ouzh kab gant div steredenn hag ouzh dreustell gant div c'hregilhenn, an eil en egile; ouzh 3 en aour e sourin en glazur heuliet gant div rozenn en gul skoret ha deliaouet en geot | |
| Michel Couperie, chuin Naoned e 1616 En glazur e dreustell en argant karget gant teir rozenn en gwad, hag heuliet ouzh kab gant div steredenn en aour hag ouzh beg gant ur greskenn en argant | |
| Christophe-Clair Daniel : pennbarner-konsul Naoned e 1774 ; maer Naoned e 1789 ; aet da Anaon e 1817. En gul e lammell en aour, heuliet ouzh kab hag ouzh beg gant ur bezantenn iverz en aour. | |
| Guillaume Drouet de Langle, kentañ maer Naoned, eus 1564 da 1566 En gul e deir c'halon en aour, ur rozenn ivez en aour ouzh kondon | |
| de la Fay de la Grignonnaye,ur chuin (???) Naoned e 1661 Jean, rener kevrenn medisinerezh skol-veur Naoned e 1696 En argant e dreustell en gul karget gant teir daerenn en argant, hag heuliet ouzh kab gant ur skeudenn-heol hag ouzh beg gant un tan, an holl en gul. | |
| ??? Forget, daou chuin Naoned, unan e 1688, egile e 1716 En aour e annev en sabel, leinet gant tri helm ivez en sabel | |
| Aubin de la Gendronière, chuin Naoned e 1690 En glazur e c'hrennbalefarzh en aour | |
| ??? | Guillaume Gougeon, chuin Naoned ha selaouer ouzh Kambr ar C'hontoù Breizh e 1569 |
| Mathurin Guiho, prokulor jeneral sindik kumuniezh Naoned e 1607 En gul e gab en argant karget gant teir brizhenn erminig en sabel | |
| ??? Guilloré, chuin Naoned e 1672 En aour e erez en sabel | |
| Jean Guiton, chuin Naoned e 1631 En aour e e ziv vezenn-pin c'heotet karget gant avaloù en aour | |
| Christophe Jouault, tailhanter war an temzoù-boued ouzh amiraliezh Naoned e 1696 En argant e wezenn-derv c'heotet heuliet gant tri joskenn moc'h-gouez en sabel; e gab en gwad skoret en aour, karget gant teir steredenn ivez en aour. | |
| François de Kermenguy, alouer Naoned e 1538 (bet ivez kuzulier ouzh Grands-Jours ha prezidant ouzh ar C'hontoù) En aour e gelenenn c'heotet diwriziet ha dizeliennet. | |
| Guillaume de l'Isle, maer Naoned e 1685. En gul e zek kanochenn en aour, 4, 3, 2, 1. | |
| ? Mabille : eil-maer Naoned e 1687. En glazur e zri skoed en argant, pep hini karget gant teir brizhenn en sabel. | |
| Charles Maillard : chuin Naoned e 1614 | |
| François Le Marié, chuin Naoned e 1601, eil-maer e 1603 En glazur, e levranez savant en argant, gwakoliet en aour, hag heuliet gant teir bezantenn ivez en aour. | |
| Jean Martin de la Thomassière, chuin Naoned e 1565 En aour e deir talbennan en gul treustellet, heuliet ouzh kab gant ur rodig-kentr ivez en gul | |
| ? Le Mercier, chuin Naoned e 1575 En glazur e gebrenn en argant, heuliet ouzh kab gant div steredenn hag ouzh beg gant ur c'halon, an holl en aour | |
| ? Michel, kenwerzher Naoned, bet noblet e 1747. En glazur e dreustell en aour karget gant ur galon en gul, ha heuliet gant teir melchonenn en aour. | |
| Bernard de Monti, mestr ouzh Kambr ar C'hontoù Breizh e 1572, ha chuin Naoned e 1573. En glazur e sourin en aour, heuliet gant daou venez a c'hwec'h tamm ivez en aour. | |
| Nicolas Paulus, senesal rigerioù Naoned e 1696 En sabel e gebrenn en argant, heuliet gant teir manal en aour | |
| Jean Sorin, kuzulier mirour-siell ouzh prezidial Naoned e 1669 En argant, e beder vrizhenn erminig en sabel, 3, 1 (Ardamezeg 1696) | |
| de Volvire Aotrounez Ponts-de-Pirmil Goudreustellet a zek pezh etre aour ha gul |
Klasoù divyezhek a zo eno abaoe 1981.
E 1985 e voe krouet ar gevredigezh Kentelioù an Noz e Naoned, evit ober war-dro ar c'helenn brezhoneg d'an dud deuet, gant Gweltaz Adeux, Roland Mogn ha Gwenola Rossinyol. En deiz a hiziv eo oberiant ar gevredigezh-se e seizh karter ag ar gêr, gant kentelioù hag obererezhioù liesseurt.
Ur skol Diwan a zo e Naoned, unan eus ar re vrasañ e Breizh, 180 bugel a zo er skol (niver distro-skol 2012-2013). Un eil skol Diwan a zo bet krouet e su Naoned. Digoret eo bet en distro-skol 2012 gant 6 bugel.
E distro-skol Gwengolo 2025 e oa 525 skoliad enskrivet er skolioù Diwan hag er c'hlasoù divyezhek (1,8 % eus skolidi ar gumun evit a sell ouzh ar c'hentañ derez)[6]
Ur skolaj Diwan a zo bet krouet e 2008 e Sant-Ervlan, sko ouzh Naoned, evit bugale al Liger-Atlantel met ivez evit re all ho tont eus skol Diwan Pariz. 48 skolajiad a zo enskrivet e 2012-2013.
Ur sturlevr divyezhek diwar-benn Naoned a zo bet embannet e 2006 gant Yoran Embanner. Ar rakskrid a zo bet graet gant an istorour Armel de Wismes. An oberer - an Naonedad Pierre-Emmanuel Marais - en deus skrivet "Ronan ar c'horrigan" e 2007 (Keit Vimp Bev). Resevet en deus al levrig-mañ an eil priz evit ar genstrivadeg "Priz ar Vugale 2008".
Evit difenn ar brezhoneg ez eus bet graet ur fest-deiz gant Ai'ta!, tre e-kreiz Kastell an Duged, e Naoned.
D'an 21 Kerzu 2007 e oa bet staliet panelloù mont-tre divyezhek e Naoned.
D'ar 24 Kerzu 2007 e oa distro ar brezhoneg ouzh ar skramm e Naoned, 4 bloavezh goude bezañ lamet an abadennoù brezhoneg gant renerien Frañs 3. War ar chadenn lec'hel Telenantes e oa skignet ar sitkom kentañ bet graet e brezhoneg.
D’ar 27 a viz Genver 2012 e oa bet votet ar garta Ya d'ar brezhoneg gant kuzul-kêr ar gumun.
D'an 10 Meurzh 2021 e oa bet roet ar c'hentañ levrig familh brezhonek gant ti-kêr Naoned.

Kambr Kenwerzh ha Greanterezh Naoned / Sant-Nazer zo e Naoned. Eno emañ ivez KKR Broioù al Liger.
Tour Breizh.
N'eo ket bev porzh Naoned ken. E 2005 e oa tremenet 35,5 milion a donennoù e Porzh Emren Naoned / Sant-Nazer met nemet 10% anezho a oa bet e Naoned da lavaret pe e Chevire (produioù koad) pe Ar Roc'h-Morvan (ed). Er porzh emren e tremen ivez lodennoù eus an A380 a ya da Vourdel.
Ar stal boued-mir bet savet gant Charles Cassegrain a oa bet krouet e 1856 e Naoned. Unan eus politkourien veur Naoned eo bet Léopold Cassegrain.
Emañ porzh-houarn Naoned war al linenn hent-houarn a ya eus Paris d'ar Groazig. Ac'haleno e c'haller mont ivez da :
- Redon (hag alese pe da Gemper pe da Roazhon) ;
- da Lyon;
- d'ar Roc'hell (hag alese da Vourdel) ;
- da Bornizh.
N'eus linenn ebet etre Naoned ha Roazhon.
Ur rouedad tramgirri a oa bet e Naoned etre 1876 ha 1958. Roet e oa lañs dezhañ e 1876 gant Louis Mékarski, ar mekanikoù a yae en-dro gant aer moustret. E 1914 e teue da vezañ melen ar girri, ha gant tredan e yeont en-dro. Dilezet e oa an tramgarr e 1958 betek miz Genver 1985 pa oa savet ul linenn etre Bellevue ha La Haluchère. D'an 2 a viz Gwengolo 2000 e oa astennet al linenn 1 ha digoret al linenn 3 etre Plaissance ha Hôtel Dieu.
Ne oa ket dibabet ar metro gant ti-kêr Naoned, pa oa bet gant Roazhon, kêr vihanoc'h anezhi.
Roet eo bet al label Kêrioù ha Broioù Arz hag Istor dezhi.
Diavaez
Diabarzh

An nev (war zu an aoter)
Ar bolzioù
maen-bolz
bolz a eñvor an dug François II.
bolz a eñvor an dug François II. An aeled
bolz a eñvor an dug François II. Al levranez
bolz a eñvor an dug François II. Al leon
Maen-bolz gant ardamezioù Breizh
Bolz a eñvor Lamoricière
Iliz-Veur Naoned. Ardamezioù Breizh ar Gordenn-C'houriz war maen-bolz
Diavaez
Diabarzh
Diavaez
Diabarzh






Porzh diabarzh ar c'hastell : kanolioù renket er porzh. Tresadenn e-barzh levrig Adolphe Joanne. 1884.
Evel pep meurgêr he deus Naoned kalz mirdioù disheñvel, testoù e c'hlad hag e istor pinvidik :
- Mirdi Istor Naoned, e Kastel Duked Breizh
- Mirdi an Arzoù-Kaer
- Mirdi Thomas Dobrée, mirdi henoniezh
- Muzeom Istor Naturel
- Mirdi Jules Verne
- Mekanikoù an Enez (an Olifant bras, ha kement zo...)
- Mirdi ar Voulerezh
100 liorzh a zo e Naoned, en o zouez 11 park, evel Park Procé, Park ar Blottereau, Park ar Gaudinière, al Liorzh botanek...
Bezioù ar C'hommonwealth e bered La Bouteillerie
| Bro | Niver a dud |
|---|---|
| 1 (Tirlu) | |
| 27 (Merdeadurezh kenwerzh: 3, Morlu:1, Tirlu:23) | |
| Hollad | 28 |
Marvet int e-kerzh ar Brezel-bed kentañ[8].
Bezioù ar C'hommonwealth e bered Pont-du-Cens
| Bro | Niver a soudarded |
|---|---|
| 4 | |
| 6 | |
| 92 Aerlu:77 Tirlu: 15 | |
| 4 | |
| Hollad | 106 |
Marvet int e-kerzh an Eil Brezel-bed[9] .
- 13 a viz Gouere 1903 : 5vet hag 2l diwezhañ tennad-hent Tro Bro-C'hall etre Bourdel (Gironde) ha Naoned ; aet ar maout gant Maurice Garin.
- 18 a viz Gouere 1903 : loc'hañ a ra 6vet ha diwezhañ tennad-hent Tro Bro-C'hall eus Naoned war-du Pariz.
- 20 a viz Gouere 1904 : 5vet hag 2l diwezhañ tennad-hent Tro Bro-C'hall etre Bourdel (Gironde) ha Naoned ; aet ar maout gant Hippolyte Aucouturier (divarrekaet d'an 30 a viz Du).
- 23 a viz Gouere 1904 : loc'hañ a ra 6vet ha diwezhañ tennad-hent Tro Bro-C'hall eus Naoned war-du Pariz.
- 22 a viz Gouere 1906 : 10vet tennad-hent Tro Bro-C'hall etre Bourdel (Gironde) ha Naoned ; aet ar maout gant Louis Trousselier.
- 24 a viz Gouere 1906 : 11vet tennad-hent Tro Bro-C'hall etre Naoned ha Brest ; aet ar maout gant Louis Trousselier.
- 28 a viz Gouere 1907 : 11vet tennad-hent Tro Bro-C'hall etre Bourdel (Gironde) ha Naoned ; trec'h eo Lucien Petit-Breton (lesanv Lucien Mazan).
- 30 a viz Gouere 1907 : 12vet tennad-hent Tro Bro-C'hall etre Naoned ha Brest ; trec'h eo Gustave Garrigou.
- 2 a viz Eost 1908 : 11vet tennad-hent Tro Bro-C'hall etre Bourdel (Gironde) ha Naoned ; aet ar maout gant Lucien Petit-Breton
- 4 a viz Eost 1908 : 12vet tennad-hent Tro Bro-C'hall etre Naoned ha Brest ; aet ar maout gant François Faber (Luksembourg).
- 25 a viz Gouere 1909 : 11vet tennad-hent Tro Bro-C'hall etre Bourdel (Gironde) ha Naoned ; aet ar maout gant Louis Trousselier.
- 27 a viz Gouere 1909 : 12vet tennad-hent Tro Bro-C'hall etre Naoned ha Brest ; aet ar maout gant Gustave Garrigou.
- 25 a viz Gouere 1910 : 12vet tennad-hent Tro Bro-C'hall etre Bourdel (Gironde) ha Naoned ; aet ar maout gant Louis Trousselier.
- 27 a viz Gouere 1910 : 13vet tennad-hent Tro Bro-C'hall etre Naoned ha Brest ; aet ar maout gant Gustave Garrigou.
- 7 a viz Gouere 1932 : 2l tennad-hent Tro Bro-C'hall etre Caen (Calvados) ha Naoned ; aet ar maout gant Kurt Stöpel (Alamagn).
- 9 a viz Gouere 1932 : loc'hañ a ra 3e tennad-hent Tro Bro-C'hall eus Naoned war-du Bourdel (Gironde).
- 27 a viz Gouere 1934 : 21añ tennad-hent Tro Bro-C'hall etre La Roche-sur-Yon (Vañde) ha Naoned (a-benn d'an eur) ; aet ar maout gant Antonin Magne.
- 28 a viz Gouere 1934 : loc'hañ a ra 22l hag 2l diwezhañ tennad-hent Tro Bro-C'hall eus Naoned war-du Caen (Calvados).
- 26 a viz Gouere 1935 : 19vet tennad-hent Tro Bro-C'hall etre La Roche-sur-Yon (Vañde) ha Naoned (a-benn d'an eur) ; aet ar maout gant Jean Aerts (Belgia).
- 27 a viz Gouere 1935 : loc'hañ a ra 20vet tennad-hent Tro Bro-C'hall eus Naoned war-du Vire (Calvados).
- 7 a viz Gouere 1938 : 3e tennad-hent Tro Bro-C'hall etre Sant-Brieg ha Naoned ; aet ar maout gant Gerrit Schulte (Izelvroioù).
- 8 a viz Gouere 1938 : 4e tennad-hent Tro Bro-C'hall etre Naoned ha La Roche-sur-Yon (Vañde) (a-benn d'an eur) ; aet ar maout gant Eloi Meulenberg (Belgia).
- 14 a viz Gouere 1939 : 5vet tennad-hent Tro Bro-C'hall etre an Oriant ha Naoned ; aet ar maout gant Amédée Fournier.
- 15 a viz Gouere 1939 : loc'hañ a ra 6vet tennad-hent Tro Bro-C'hall eus Naoned war-du ar Roc'hell (Charente-Maritime).
- 2 a viz Gouere 1948 : 3e tennad-hent Tro Bro-C'hall etre Dinarzh ha Naoned ; aet ar maout gant Guy Lapébie.
- 3 a viz Gouere 1948 : loc'hañ a ra 4e tennad-hent Tro Bro-C'hall eus Naoned war-du ar Roc'hell (Charente-Maritime).
- 9 a viz Gouere 1953 : 7vet tennad-hent Tro Bro-C'hall etre ar Mañs (Sarthe) ha Naoned ; aet ar maout gant Livio Isotti (Italia).
- 10 a viz Gouere 1953 : loc'hañ a ra 8vet tennad-hent Tro Bro-C'hall eus Naoned war-du Bourdel (Gironde).
- 27 a viz Mezheven 1957 : loc'hañ a ra 1añ tennad-hent Tro Bro-C'hall eus Naoned war-du Granville (Manche).
- 30 a viz Mezheven 1959 : 6vet tennad-hent Tro Bro-C'hall etre Blaen ha Naoned (a-benn d'an eur) ; aet ar maout gant Roger Rivière.
- 1añ a viz Gouere 1959 : loc'hañ a ra 7vet tennad-hent Tro Bro-C'hall eus Naoned war-du ar Roc'hell (Charente-Maritime).
- 4 a viz Gouere 1968 : 7vet tennad-hent Tro Bro-C'hall etre an Oriant ha Naoned ; aet ar maout gant Franco Bitossi (Italia).
- 5 a viz Gouere 1968 : loc'hañ a ra 8vet tennad-hent Tro Bro-C'hall eus Naoned war-du Royan (Charente-Maritime).
- 6 a viz Gouere 1980 : 9vet tennad-hent Tro Bro-C'hall etre Sant-Maloù ha Naoned ; aet ar maout gant Jan Raas (Izelvroioù).
- 3 a viz Gouere 1981 : 8vet tennad-hent Tro Bro-C'hall etre Rochefort (Charente-Maritime) ha Naoned ; aet ar maout gant Ad Wijnands (Izelvroioù).
- 5 a viz Gouere 1981 : loc'hañ a ra 9vet tennad-hent Tro Bro-C'hall eus Naoned war-du Ar Mañs (Sarthe).
- 12 a viz Gouere 1982 : 9vet tennad-hent Tro Bro-C'hall etre Pluveleg ha Naoned ; aet ar maout gant Stefan Mutter (Suis).
- 7 a viz Gouere 1983 : 6vet tennad-hent Tro Bro-C'hall etre Kastellbriant ha Naoned (a-benn d'an eur) ; aet ar maout gant Bert Oosterbosch (Izelvroioù).
- 8 a viz Gouere 1983 : 7vet tennad-hent Tro Bro-C'hall etre Naoned hag Enez-Oléron (Charente-Maritime).
- 6 a viz Gouere 1984 : 8vet tennad-hent Tro Bro-C'hall etre Ar Mañs (Sarthe) ha Naoned ; aet ar maout gant Pascal Jules.
- 7 a viz Gouere 1984 : loc'hañ a ra 9vet tennad-hent Tro Bro-C'hall eus Naoned war-du Bourdel (Gironde).
- 11 a viz Gouere 1986 : 8vet tennad-hent Tro Bro-C'hall etre Saint-Hilaire-du-Harcouët (Manche) ha Naoned ; aet ar maout gant Eddy Planckaert (Belgia).
- 12 a viz Gouere 1986 : 9vet tennad-hent Tro Bro-C'hall e Naoned (a-benn d'an eur) ; aet ar maout gant ar Breizhad Bernard Hinault.
- 13 a viz Gouere 1986 : loc'hañ a ra 10vet tennad-hent Tro Bro-C'hall eus Naoned war-du park tematek Futuroscope (Vienne).
- 5 a viz Gouere 1988 : loc'hañ a ra 3e tennad-hent Tro Bro-C'hall eus Naoned war-du Ar Mañs (Sarthe).
- 2 a viz Gouere 1990 : 3e tennad-hent Tro Bro-C'hall etre Poitiers (Vienne) ha Naoned ; aet ar maout gant Moreno Argentin (Italia).
- 3 a viz Gouere 1990 : 4e tennad-hent Tro Bro-C'hall etre Naoned ha Menez Mikael ar Mor ; aet ar maout gant Johan Museeuw (Belgia).
- 6 a viz Gouere 1999 : loc'hañ a ra 3e tennad-hent Tro Bro-C'hall eus Naoned war-du Laval (Mayenne).
- 3 a viz Gouere 2000 : 3e tennad-hent Tro Bro-C'hall etre Loudun (Vienne) ha Naoned ; aet ar maout gant Tom Steels (Belgia).
- 4 a viz Gouere 2000 : 4e tennad-hent Tro Bro-C'hall etre Naoned ha Sant-Nazer (a-benn d'an eur dre skipailh) ; aet ar maout gant Once (Spagn).
- 26 a viz Gouere 2003 : 19vet hag eil diwezhañ tennad-hent Tro Bro-C'hall etre Pornizh ha Naoned (a-benn d'an eur) ; aet ar maout gant David Millar (Skos).
- 7 a viz Gouere 2008 : 3e tennad-hent Tro Bro-C'hall etre Sant-Maloù ha Naoned ; aet ar maout gant Samuel Dumoulin.
- 30 a viz Mae 1965 : aet Kampionad mell-droad Frañs gant Football Kleub Naoned evit ar wech kentañ, José Arribas e c'hourdoner d'an ampoent.
- 12 a viz Mezheven 1966 : aet Kampionad mell-droad Frañs gant Football Kleub Naoned evit an 2l gwech, José Arribas e c'hourdoner d'an ampoent.
- 2 a viz Mezheven 1973 : aet Kampionad mell-droad Frañs gant Football Kleub Naoned evit an 3e gwech, José Arribas e c'hourdoner d'an ampoent.
- 8 a viz Mezheven 1977 : aet Kampionad mell-droad Frañs gant Football Kleub Naoned evit ar 4e gwech, Jean Vincent e c'hourdoner d'an ampoent.
- 27 a viz Mezheven 1980 : aet Kampionad mell-droad Frañs gant Football Kleub Naoned evit ar 5vet gwech, Jean Vincent e c'hourdoner d'an ampoent.
- 3 a viz Mezheven 1983 : aet Kampionad mell-droad Frañs gant Football Kleub Naoned evit ar 6vet gwech, Jean-Claude Suaudeau e c'hourdoner d'an ampoent.
- 24 a viz Mezheven 1995 : aet Kampionad mell-droad Frañs gant Football Kleub Naoned Atlantel evit ar 7vet gwech, Jean-Claude Suaudeau e c'hourdoner d'an ampoent.
- 19 a viz Mezheven 2001 : aet Kampionad mell-droad Frañs gant Football Kleub Naoned Atlantel evit an 8vet gwech, Raynald Denoueix e c'hourdoner d'an ampoent.
En eil rummad e c'hoari Hermine de Nantes.
E-touez gwellañ skipailhoù Bro-C'hall emañ HBC Nantes.
En trede rummad e c'hoari ar Stade Nantais.
Kêrioù gevellet
- Agadir
Maroko, Souss-Massa-Draâ), abaoe 1993 - Kolozsvár
Treuzsilvania, abaoe 1991 - Cochabamba
Bolivia, abaoe 1999 - Dschang
Kameroun, Kornôg, abaoe 2002 - Durban
Suafrika, KwaZulu-Natal), abaoe 2004 - Jacksonville
Stadoù-Unanet (Stad Florida), abaoe 1985 - Kerdiz
Kembre, abaoe 1964. War boulouard Naoned emañ ti-kêr Kerdiz - Niigata
Japan, Chūbu), abaoe 1999 - Qingdao
Sina (Shandong), abaoe 2005 - Recife
Brazil, abaoe 2003 - Rufisque
Senegal, Rannbarzh Dakar - Saarbrücken
Alamagn (Saarland), abaoe 1965. Ur blasenn e Saarbrücken zo anvet « Plasenn Naoned » - Seattle
Stadoù-Unanet (Stad Washington), abaoe 1980 - Suncheon
Sukorea, abaoe 2007 - Tbilisi
Jorjia, abaoe 1979
Emglevioù
Teir c'hoñsuliezh hollek a zo e Naoned : Tunizia staliet straed Boileau, Turkia kae François Mitterrand, hag Aljeria straed ar jeneral Buat.
- Iliz-veur Naoned
- Enez Naoned
- Istor Naoned
- Listenn maered Naoned
- Kastell Duged Breizh
- Skrid-embann Naoned, embann gant ar roue gall Herri IV, sinet e Naoned en 1598.
Commons
- (fr) metropole.nantes.fr, lec'hienn ofisiel Naoned Meurgêr ha kêr Naoned
- Adolphe Joanne : Géographie du département de Loire-Inférieure. Librairie Hachette et Cie. 1884
- Pol Potier de Courcy : Nobiliaire et armorial de Bretagne. Adembannadur Editions des Régionalismes. Cressé. 2011/2014
- Erwan Vallerie : Diazezoù studi istorel an anvioù-parrez. Corpus. An Here. 1995