Renkad sokial (original) (raw)

klas sokial

Iskevrennad eus strollad sokial Kemmañ
Abeg pennañ social stratification Kemmañ
Studiet gant sokiologiezh, class theory Kemmañ

Ur renkad sokial a zo un dro-lavar evit termeniñ strolladoù tud en un hollad rummadoù sokial urzhasaet[1]. Renkad ar vicherourien ha renkad ar c’hevalaourien eo ar re kavet ar stankañ e skridoù ar brederourien sokial/sokialour, Karl Marx[2] an hini brudetañ anezho. Bezañ lakaet da ezel eus ur renkad sokial a c'hall dont diouzh an deskadurezh, ar binvidigezh, ar vicher, ar c'horvoderioù hag diouzh bezañ ezel ouzh un issevenadur pe eus ur rouedad sokial disheñvel.

Un danvez dielfennañ eo ar renkad evit ar sokiologourien, ar bolitikourien, an denoniourien hag an istorourien sokial. Kalz a sterioù disheñvel a ya gant ar ger, gwezhioù zo, ha n'eus ket a genemglev a-vras war un dermenadur resis. Tud zo a embann n’eus ket eus an harzoù renkad abalamour d'ar fiñvusted sokial. Er yezh pemdez, ar renkad sokial a vez graet eus ar rummad sokioarmerzhel ivez peurliesañ termenet evel « tud gant ar memes statud sokial, armerzhel, sevenadurel, politikel pe desavadurel». Da skouer e komzer eus renkad ar vicherourien pe eus ur renkad a ya war wel evel ur renkad war eskoriñ ha kement zo.

Koulskoude e vez graet un diforc’h gant an enklaskerien etre ar renkad sokial, hag endro an dud stabil awalc’h staget outañ, hag ar statud sokioarmerzhel a ya gant ar saviad sokial hag armerzhel war ar red a c’hell bezañ fiñvus.

Kavout penaos e vez lakaet war-wel ha diouzh petra e c’heller dielfennañ ar renkadoù sokial a zo bet abeg da dabutoù. Hervez Karl Marx e c’heller termeniñ ar renkadoù sokial diouzh perc’henniezh pe anperc’henniezh an araezioù produiñ ken e save, diouzh e veno, daou renkad kevenep a-grenn, hini ar broleteriezh ha ne vezont ket mistri war an araezioù produiñ, ha hini ar vourc’hizelezh a denn an arc’hant postet evit produiñ hag e beadra diwar an dreistad diboullet eus korvoadur ar vicherourien. Er c’hontrol e pouezas Max Weber war ar statud sokial pa glaske termeniñ ar renkadoù sokial.

  1. Kevredigezhel a c’hell bezañ kavet evit an anv-gwan.
  2. Karl Marx ha Friedrich Engels, Manifesto ar strollad komunour, Embann kentañ e 1847. Troet e brezhoneg diwar intrudu Preder.