Sizhun (original) (raw)

Arabat eo droukveskañ gant Sizun.

Ar sizhun zo un heuliad seizh deiz, adalek al Lun betek ar Sul, pe adalek ar Sul betek ar Sadorn. 52 sizhun zo er bloaz.

An doare-mañ da rannañ an amzer a zeu deomp eus an Henamzer goshañ. Dont a ra an anvioù brezhonek an deizioù eus anvioù ar planedennoù, a oa holl anvioù doueed roman.

Dont a ra ar ger eus latin an Iliz septimana[1], en deus ar memes ster. Un etimologiezh-pobl hag a lavar e vije diwar "seizh hun" a c'haller klevet pe lenn alies a-walc'h.

Kavet e vez anvioù deizioù peuzheñvel o stumm, hag heñvel o ster, e meur a yezh en Europa.

Deiz an Aotrou eo ar Sul evit an iliz kristen hervez danevell krouidigezh ar bed er C'heneliezh, kentañ levr ar Bibl. Hervez an danevell-mañ eo bet krouet ar bed gant Doue en ur ober ur sizhunvezh : c'hwec'h devezh evit an ober hag ar seizhvet evit an diskuizh.

Hervez ISO 8601 e krog ar sizhun d'al Lun.
Met evit broioù 'zo evel Breizh-Veur hag Amerika latin eo ar boaz lakaat ar sizhun da gregiñ d'ar Sul.
Kement-mañ a vije bet boaz kozh ar Vretoned , hervez ar c'hrennlavar : Ar Yaou, an deiz diwezhañ nemet daou.

  1. V. Henry, Lexique étymologiques des termes les plus usuels du breton moderne, 1900, p. 247