Veneto (original) (raw)
Lec'hiadur Veneto en Italia
Proviñsoù Veneto
Veneto (hervez an italianeg; Vèneto e veneteg) a zo unan eus rannvroioù Italia e biz ar vro, tost da 5 milion a dud enni, ha Venezia he c'hêr-benn.
En hanternoz dezhi emañ Aostria (Tirol ha Karintia), er reter emañ Friuli-Venezia Giulia ; er gwalarn emañ Trentino-Alto Adige, er c'hornôg Lombardia, er c'hreisteiz emañ Emilia-Romagna.
E Veneto, evel e Sardinia, eo anavezet ar pobloù ouzhpenn hini Italia.
E rannvro Veneto ez eus 7 proviñs:
- proviñs Belluno, enni 69 c'humun
- proviñs Padova - enni 104 c'humun
- proviñs Rovigo - enni 50 kumun
- proviñs Treviso - enni 95 kumun
- proviñs Venezia - enni 44 c'humun
- proviñs Verona - enni 98 kumun
- proviñs Vicenza - enni 121 gumun (ur gumun ha c'hwec'h-ugent)
Kavout a ra da lod eo hañval anv Veneto ha Venezia ouzh Gwened, ha kontet ez eus bet e oa bet kaset prizonidi di gant Caesar pa drec'has war bobl Veneted Arvorig.