William Shakespeare (original) (raw)


Shakespeare

den

Reizh pe jener paotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezh Rouantelezh Saoz Kemmañ
Anv e yezh-vamm an den William Shakespeare Kemmañ
Anv-bihan William Kemmañ
Anv-familh Shakespeare Kemmañ
Moranv The Bard of Avon Kemmañ
Deiziad ganedigezh Ebrel 1564 Kemmañ
Lec'h ganedigezh Stratford-upon-Avon Kemmañ
Deiziad badeziant 26 Ebrel 1564 Kemmañ
Deiziad ar marv 23 Ebrel 1616 Kemmañ
Lec'h ar marv Stratford-upon-Avon Kemmañ
Doare mervel abeg naturel Kemmañ
Abeg ar marv talvoud dianav Kemmañ
Deiziad douarañ pe deviñ 25 Ebrel 1616 Kemmañ
Lec'h douaridigezh Holy Trinity Church, Stratford-upon-Avon Kemmañ
Tad John Shakespeare Kemmañ
Mamm Mary Shakespeare Kemmañ
Pried Anne Hathaway Kemmañ
Bugel Susanna Hall, Hamnet Shakespeare, Judith Quiney Kemmañ
Yezh vamm Early Modern English Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivet Early Modern English Kemmañ
Yezh implijet dre skrid Early Modern English, saozneg Kemmañ
Bet war ar studi e King Edward VI School, Stratford-upon-Avon Kemmañ
Lec'h annez Stratford-upon-Avon Kemmañ
Emezelet ouzh Lord Chamberlain's Men, King's Men Kemmañ
Relijion pe kredenn kristeniezh Kemmañ
List of works William Shakespeare bibliography Kemmañ
Luskad English Renaissance Kemmañ
Tachenn William Shakespeare's plays, Shakespearean comedy, Shakespearean tragedy, narrative poetry, epitaph Kemmañ
Present in work Star Trek: The Original Series Core Game Book Kemmañ
Prantad English Renaissance Kemmañ
Studiet gant Shakespeare studies Kemmañ
Deskrivet dre Chandos portrait, Plaster monument to William Shakespeare Kemmañ
Statud e wirioù aozer Ar gwirioù aozer ne dalvezont ket ken Kemmañ
Documentation files at SAPA Foundation, Swiss Archive of the Performing Arts Kemmañ

Un dramaour hag ur barzh eo William Shakespeare, ar skrivagner brudetañ e bed al lennegezh saoznek. E Stratford-upon-Avon eo bet ganet e miz Ebrel 1564 ha badezet d'an 26 a viz Ebrel. Lidet e vez e zeiz-ha-bloaz d'an 23 p'emañ gouel sant Jord, paeron Bro-Saoz. Marvet eo bet d'an 23 a viz Ebrel 1616.Pa oa ar Rouanez Elesbed Iañ o ren e mare e obererezh lennegezh ec'h aparchant oberenn Shakespeare da vare al lennegezh elesbedat. Skrivañ a reas 1 600 sonedenn, met n'eus nemet un ugent pezh-c'hoari ma vezer sur eo Shakespeare an oberour anezho. Tabut a zo bet war peseurt lodenn labour a zo bet sevenet gantañ. Kinniget ez eus bet gant arbennigourien zo ma ne voe bet lakaet oberennoù savet gant tudjentiled dindan e anv. P'en deus asantet da embannadurioù 'zo, reoù all a zo bet savet hep e ali ha leun a fazioù int.

N'eo ket gwall anavezet buhez William Shakespeare. Pa oa e vamm ganet en un tiegezh perc'henned douar e timezas ur pelleter a c'hounezas bezañ anvet da vaer Stratford. Ha William, trede bugel diwar eizh, a yeas da studiañ d'ur grammar school (ur skol eil derez) ar gêr hag a yeas marteze da Skol-Veur Oxford e-pad un nebeud mizioù. Koulskoude e timezas, yaouankik a-walc'h, pa oa 18, gant Ann Hathaway. Tri bugel a zeuas er familh dindan 3 bloaz ha ne ouzer ket pelec'h e oant o chom.
E 1592 e ouzer e oa o chom e Londrez hag anavezet dija evel komedian ha dramaour. Soutenet e oa gant kont Southampton hag e tedias dezhañ un darn eus e varzhonegoù hag ur pezh-c'hoari. Prenañ a reas Shakespeare ul lodenn e kompagnunezh c'hoariva perc'hennet gant an aotrou kambrelan (Lord Chamberlain e saozneg).
War-dro bloavezhioù diwezhañ ar XVIvet e oa Shakespeare unan eus pennoù C'hoariva ar Voul-Douar (Globe Theater) ha goude-se e teuas da vezañ lodenner C'hoariva ar Blackfriars. Ne seblant ket bezañ chomet komedian goude 1603.
War-dro 1610 e teuas da Stratford en-dro. Mervel a reas a-raok 6 vloaz goude.

  1. Al Liamm, niv. 379, Meurzh-Ebrel 2010

Commons

Commons