Yann ar Gall (original) (raw)

Yann ar Gall
Anv ofisiel Jean-Marie Le Gall
Obererezh Barzh, skrivagner
Ganedigezh d'ar 4 a viz Ebrel 1885e Sizun, Bro-Leon Bro-Leon
Marv d'an 3 a viz C'hwevrer 1975e Boc'harzh, Bro-Leon Bro-Leon
Yezh skrivañ Brezhoneg
Oberennoù pennañ
Seiz vloaz e bro ar Vorianed
kemmañ Lennit teuliadur ar patrom

Yann ar Gall, Jean-Marie Le Gall er marilhoù-kêr hag Ab Sulio diouzh e anv-barzh, ganet d'ar 4 a viz Ebrel 1885 e Sizun ha marvet d'an 3 a viz C'hwevrer 1975 e Boc'harzh, a oa ur milour a vor, ur barzh degemeret e Goursez Breizh hag ur skrivagner brezhonek. Kenlabourat a reas gant ar Bleun-Brug, gant Taldir ha gant Youenn Olier. Sekretour-meur ar Mouvement pour l'Organisation de la Bretagne (MOB) e voe.

Buhez

Mab e oa da Yann-Vari ar Gall, labourer-douar ha da Vari-Janed Hamon, stammerez. Kuitaat a reas e gêr c'henidik, Sizun, gant an diegezha-bezh evit mont da chom e Brest. Pa voe 18 vloaz en em c'houestlas e rejimantoù-mor an trevadennoù, e-lec'h ma servijas e-pad 25 bloaz. Perzh a gemeras e emgannoù tramor hag e Emgann Verdun e 1916, e-lec'h ma voe gloazet, hag eno e c'hounezas mont da isofiser a vor.

Dimeziñ a reas e miz C'hwevrer 1918 gant Frañseza ar Pastezeur ha kaset e voe da labourat en arsanailh Brest. Kregiñ a reas da sevel ha da embann skridoù brezhonek e diwezh e engouestladur milourel (ur romant a-dammoù e 1927), met goude 1928 e embannas kalz pennadoù ha kalz romantoù bihan a-dammoù. Darn eus e vuhez e broioù estren a gontas en ur seurt emvuhezskrid, Seiz vloaz e bro ar Vorianed, ma laka an dikedenn "romant" warnañ[1]. Degemeret e voe da varzh da geñver bodad ar Goursez er Faoued e 1931 hag e tibabas Ab Sulio da anv-barzh, anezhañ ul lesanv bet implijet gantañ en a-raok.

Obererezh sevenadurel

Kemer a reas perzh e obererezhioù ar Bleun-Brug hag e roas pennadoù da embann en e gelaouennoù, Feiz ha Breiz, Kroaz Breiz ha Bleun-Brug. Sevel a reas ivez pennadoù ha romantoù-kazetenn evit Kroaz ar Vretoned, Le Courrier du Finistère hag An Oaled, hemañ diwezhañ renet gant an drouiz Taldir. Pleustrañ a reas mojennoù keltiek ha kristen ingal.

Eus 1945 betek 1948 e oa bet kenlabourer pennañ Youenn Olier evit ar gelaouenn vroadelour vreton Avel an Trec'h. Goude-se e voe sekretour meur ar MOB.

Embannadennoù

Barzhonegoù

Komz plaen

Oberennoù all

Medalennoù

Levrlennadur

Notennoù ha daveennoù

  1. "Romant" a lenner war ar bajenn ziwezhañ hag ouzhpennet un frazenn amsteriek.
  2. [https://diocese-quimper.fr/bibliotheque/files/original/4f7cec386f9d7e7665edad2473214285.pdf Seiz vloaz e bro ar Vorianed