Buzhug (original) (raw)
| Buzhug | |
|---|---|
| Rummatadur filogenetek | |
| Riezad : | Animalia |
| Skourrad : | Annelida |
| Kevrennad : | Clitellata |
| Urzhad : | Haplotaxida |
| D'ar vevoniezh |
Ar buzhug (unanderenn : buzhugenn) a zo loened bihan a gaver e-leizh e-barzh an douar. Loenedigoù divellkeinek int eus ar skourrad Annelida hag an isurzhiad Lumbricina.
Bez' ez eus 5 500 spesad o vevañ war ar voul-douar a-bezh eus an takadoù polel betek an dezerzhioù sec'h.
- Chom da vuzhugenniñ : chom da ruzañ, da straniñ, da yariñ.
- Paourkaezh buzhugennig : 'peus ket a chañs.
- Pa fring buzhug war-lerc'h arat, 'teu ar gouelan d'ober kofad (Plabenneg) : N'eo ket dav klask pell an abeg, aes eo da gavout.