Ivin (original) (raw)
Ivinoù dorn un den
Ivinoù troad un den
Un ivin zo e penn pep biz d'an den ha da loened zo, an olifanted da skouer. Keratin eo danvez pep ivin, evel hini skilfoù loened arall.
Tud zo a chaok o ivinoù e-lec'h o c'hrennañ.
| An ivin e-unan eo al lodenn kalet ha treuzwelus, graet gant ar c'heratin a vez kenderc'het gant ar mable. Mar bez gloazet ar mable e c'hoarvez e vefe digendalc'hoù en ivin. Takadoù gwenn a vez en ivin a-wechoù, a anver strinkennoùigoù ar Werc'hez e Treger hag e Goueloù[1]. An amivin eo ar c'hroc'hen a zo war vord an ivin. Al loarig eo an dachenn sklaer a zo e deroù pep ivin. An amgoc'henn a c'holo ar mable. An danivin zo dindan penn an ivin. Arc'h an ivin zo dindan an ivin. |
|---|
Etre 3 ha 6 mizvezh zo rekis evit stummañ ivinoù un dorn, etre 12 da 18 mizvezh evit re un troad.
Etre 2 ha 3 eo kaleter un ivin hervez skeul Mohs, a vuzul kaleter ar mein ; kaletoc'h eget ar gips CaSO4-2H2O eo eta, ha teneroc'h eget ar c'halkit CaCO3.
Lod kleñvedoù a laosk merkoù war an ivinoù ; un doare eo er vezegiezh da c'houzout istor kleñvedel ar gouziviaded.
Gwareziñ oeñs pellañ pep biz eo arc'hwel pennañ an ivinoù. Pennoù ar bizied hag ar gwiennoù blot a zo tro-dro dezho zo gwarezet ivez.
Gwellaat fiñvoù resis ha skoemp ar bizied eo kefridi all an ivinoù, pa waskont war bouedenn ar biz en enep d'ar gwaskoù diavaez : kizidikoc'h e vez ar stekiñ neuze, petra bennak ma n'eus nervenn ebet en un ivin. Binvioù resis eo an ivinoù eta.
- Astenn unan benak war e bevar ivin : e ziskar d'an douar.
- Bezañ gwad dindan ivinoù unan bennak : bezañ taer.
- Dont ar gwad dindan ivinoù un den bennak : sevel droug en un den bennak.
- Ivinoù kaouenn : ivinoù lemm.
- Krennañ ivinoù un den bennak : terriñ e fulor d'un den bennak.
- Bezañ hir e ivinoù : bezañ laer.
- Un ivin kignen : pep hini eus al lodennoù a ya d'ober ur penn kignen.
- Ivinoù an amzer: an amzer o tremen hag a laosk roufennoù war dremm un den.
- Un ivinad amann: nebeud a amann.
- ↑ Frañsez Favereau (1992), Geriadur ar brezhoneg a-vremañ, Skol Vreizh, ISBN 978-2-903313-41-8, p. 708-b