Konikl (original) (raw)
| Konikl | |
|---|---|
| Rummatadur filogenetek | |
| Riezad : | Animalia |
| Skourrad : | Chordata |
| Kevrennad : | Mammalia |
| Urzhad : | Lagomorpha |
| Kerentiad : | Leporidae |
| Genad : | Oryctolagus |
| Anv skiantel | |
| Oryctolagus cuniculus Linnaeus, 1758 | |
| D'ar vevoniezh |
Ar c'honikl pe konifl, anvet lapin pa vez savet gant an dud en tier pe krevier, Oryctolagus cuniculus e latin, a zo ur bronneg geotdebrer a orin eus al ledenez iberek. Diskenn a rafe eus konikled doñvaet abred en Istor an den ha distroet d'an natur. Ar spesad nemetañ eo er genad Oryctolagus.
Daoust dezhañ bezañ gwelet evel ul loen noazus e meur a lec'h (evel en Aostralia da skouer) emañ ar c'honikl e-touez ar spesadoù tost en arvar rak war zigreskiñ ez a an niver a gonikled en o rannved orin: Spagn, Portugal ha Norzhafrika.
En Enez Vaz e kresk niver ar c'honifled, ken e c'hallfe al labour-douar mont da get.