Skouarn (original) (raw)

Pleg skouarn un den

Ar skouarn eo ar rann eus ar c'horf a vez klevet ar sonioù ganti.
An holl vronneged, an dud en o zouez, o deus div skouarn, unan a bep tu d'ar penn : un divskouarn a reer anezho.

Pleg ar skouarn a reer eus ar pezh a weler eus skouarn an dud hag al loened.
Dre gigennoù eo stag ouzh ar glopenn ; tud zo a c'hall lakaat plegoù o divskouarn da fiñval, evel loened zo, nemet n'hallont ket o lalaak da dreiñ diouzh ret war-du un trouz, evel ma c'hallont treiñ o daoulagad war-du un darvoudenn hewel bennaket.

Korfadurezh skouarn un den Ar skouarn diavaez a reer eus pleg ar skouarn, ode ar c'hleved ha gwiskad diavaez an daboulin. Er skouarn diavaez ez eus gwagrennoù a vorc'h kerumen, un doare koar a c'hall kalediñ betek stouvañ ar skouarn hag he bouzarañ. Ar skouarn grenn a reer eus ar gavenn a zo diouzh tu diabarzh an daboulin, enni tri askorn ar c'hleved : ar morzhol, an annev hag ar stleug ; da laez an toull-gouzoug e kas ar gorzenn glevedel. Ar skouarn diabarzh a reer eus ar peurrest eus an elfennoù all.
  1. Martial Ménard (2012), Dictionnaire français-breton, Palantines, ISBN 978-2-35678-069-0, p. 227-a.

Wikeriadur

gkakeKorf an den
Penn Klopenn · Karvan* (pe chagell*) · Kilpenn · Tal · Ividig · Abrant(*) · Gwareg-abrant* · Poull-lagad · Lagad · Skouarn* · Fri · Fronell* · Dremm* · Jod* (pe boc'h* pe bougenn*) · Elgezh (pe bailhog pe groñj) ·
Genoù Muzell* pe Gweuz* · Teod · Stagell an teod* · Staon · Dant · Muñsun · Javed ·
Gouzoug Aval-gouzoug · Garloc'henn* · Hueg (pe mezenn-ar-gouzoug) · Hugenn* · Korzailhenn* · Gourlañchenn* · Korzenn-voued* ·
Korf-bras Skoaz* · Kazel* · Choug · Kein · Gwalenn ar c'hein* · Bruched · Kest ar bruched · Bronn* · Beg ar vronn · Kalon* · Avu · Stomog · Felc'h · Kof · Begel · Kordenn ar begel* · Ardivink-genel · Gaol* ( Blev-gaol · Kourzh · Ellig · Gouhin · Kalc'h · Scrotum · Divgell) · Bandenn* (pe dargreiz) · Lez* · Revr · Feskenn* · Fraezh, pe toull-revr · Perine ·
Ezel Brec'h* · Kof-brec'h · Ilin · Arvrec'h* · Arzorn · Dorn · Biz (Meud · Biz-yod · Biz-bras · Biz-gwalenn · Biz-bihan) · Ivin · Gar* (pe esker*) · Morzhed* · Glin · Kribenn-c'har* · Kof-gar · Ufern · Troad · Chouk-troad · Seul · Biz-troad ·
Kroc'hen Blev · Marblev · Barv · Blev-gaol