Soudard (original) (raw)

Ur soudard a zo un den armet a ya d'an emgann gant reoù all dindan aotrouniezh ur galloud anavezet mui pe vui gant poblañsoù nes. Milour (milourien el liester) a zo ur ger kevatal deveret eus al latin miles ha deuet e brezhoneg arnevez dre ar c'hembraeg milwr.

Ne c'hell bezañ soudarded hep ur galloud a ro dezho spi tennañ frouezh eus o saviad hag o oberezhioù dre o goproù ha dre ar preizherezh a-wechoù. Pa vez bodet ar soudarded e c'heller komz eus ul lu (pe un arme) a zo rannet e strolladoù soudard bihannoc'h bihannañ.

Wikeriadur