treut - Wikeriadur (original) (raw)
Ur pennad eus ar Wikeriadur, ar geriadur liesyezhek frank a wirioù.
Brezhoneg
Etimologiezh
Diwar treut en krennvrezhoneg.
Da geñveriañ gant an anv-gwan krenngembraek trawd « gwan, dinerzh » (deuet da vout tlawd).
Anv-gwan
treut /ˈtrøːt/ (furm vihanaat treutik)
- Nebeut a gig ennañ e-keñver e vent, pa gomzer eus ur boud bev.
- Kaer o devoa e zivesker bezañ treut ha hir, [...]. — (Jakez Konan, Lannevern e kañv ha danevelloù all, Al Liamm, 1980, p. 15.)
- Nebeut a zruzoni ennañ pe outañ, pa gomzer eus boued.
- Job a oa aozet dezhañ gant e vamm ur soubenn rous treutik a-walc’h [...]. — (Jakez Riou, An Ti Satanazet, Skridoù Breizh, 1944, p. 27.)
- A zo nebeut anezhañ, pa gomzer eus ar bevañs.
- Al logod, avat, dre ma oa treut an traoù en ti a oa tec’het war-du ul lec’h all. — (Jakez Riou, An Ti Satanazet, Skridoù Breizh, 1944, p. 63.)
- (diwar-benn an amzer) Yen ha sec'h.
- Avel dreut. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Deuxième Partie, 1970, p. 541.)
- Avel skarin, treut an amzer. — (Anjela Duval, Segal e-barzh Kan an Douar, Al Liamm, 1978, p. 49.)
Gerioù enepster
Deveradoù
- marc'h treut
- treudasenn
- treudenn
- treudiñ
- treudoni
- treutaat
- treuted
- treuter
- treut-eskern
- treut-gagn
- treut-karn
- treut-ki
- treut-kign
- treut-krank
- treut-skoul
Troioù-lavar
Troiennoù keñveriañ
- treut evel an Ankoù
- treut evel un askell-groc'hen
- treut evel ur vazh
- treut evel ur c'havr
- treut evel ur c'hant tachoù
- treut evel ur c'hi
- treut evel ur gioc'h
- treut evel ur c'hrank
- treut evel ur skoul