ael - Wikeriadur (original) (raw)
Ur pennad eus ar Wikeriadur, ar geriadur liesyezhek frank a wirioù.
Gwelet ivez : Ael
Brezhoneg
Etimologiezh
Anv-kadarn 1 : amprest diwar ar ger latin angelus, deuet eus ar ger henc'hresianek ángelos (ἄγγελος) « kannad ».
Da geñveriañ gant ar gerioù el e kerneveureg, angel e kembraeg, hag aingeal en iwerzhoneg ha skoseg.
Anv-kadarn 2 : testeniekaet en henvrezhoneg (ail ha guorail) [1].
Da geñveriañ gant an anv-kadarn kembraek ael « abrant ; lezenn » hag an anv-gwan kerneveurek elek « abrantek ».
Anv-kadarn 1
ael /ˈɛːl/, /ˈeːal/ gourel (furm vihanaat : aelig, liester : aeled, aelez)
- Boud speredel, hanterour etre an dud ha Doue.
- Aelez ar baradoz.
- ... un eal eo da Zoue. — (SAAQ, p. 99.)
- Dous, oant, koantik, laouen, sentus evel un ael.
Deveradoù
Troidigezhioù
- esperanteg : anĝelo (eo)
- galizeg : anxo (gl)
- galleg : ange (fr)
- italianeg : angelo (it) gourel
- kembraeg : angel (cy)
- kerneveureg : el (kw)
- portugaleg : anjo (pt)
- saozneg : angel (en)
- spagnoleg : ángel (es)
Anv-kadarn 2
ael /ˈɛːl/ gourel (daouder divael)
(ger dispredet pe rouez)
Gerioù heñvelster
Troidigezhioù
Daveoù
Roll an daveoù :
- [1] : Glozennoù Martianus Capella, meneget e Vocabulaire du vieux-breton