c'hwil - Wikeriadur (original) (raw)
Ur pennad eus ar Wikeriadur, ar geriadur liesyezhek frank a wirioù.
Brezhoneg
Etimologiezh
Eus ar ger krennvrezhonek huyl, kar d'ar gerioù chwil(en) en kembraeg, whylen en kerneveureg, cuil en iwerzhoneg.
Anv-kadarn
c'hwil /ˈxwiːl/ gourel (liester : c'hwiled)
- (Loenoniezh) : Amprevan askellek (Coleoptera).
- Lonkañ a ra kement loenig a gav : logod, gozed, tousegi, naered, amprevaned, c'hwiled ha kement zo. — (Tad Medar, An Tri Aotrou, 1981, p. 111.)
- Gousperoù ar c'hwiled. — (Fañch an Uhel, Soniou Breiz-Izel 2, Pariz, 1891, 1971, p. 2.)
- Toull ar C'hwiled. Anv-lec'h, war an Treñv.
- Kourzh ur plac'h.
- Ar c'hog hag ar c'hwil.
- Fentus. Karr-nij, askell-dro.
- .
c'hwil /ˈxwiːl/ gourel (liester : c'hwilien)
- Paotr abil (legestr, kole).
- Ar sort-se zo c'hwilien. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Troisième Partie, 1974, p. 172.)
- Mailh, den barrek.
- .
Deveradoù
Gerioù kevrennek
- c'hwil an avaloù-douar
- c'hwil an diaoul
- c'hwil-beuzel
- c'hwil-derv
- c'hwil-Doue
- c'hwil-dour
- c'hwil-du
- c'hwil-greun
- c'hwil-kaoc'h
- c'hwil-koad
- c'hwil-kornek
- c'hwil-krug
- c'hwilostat
- c'hwiloster
- c'hwil-mae
- c'hwil-mestr
- c'hwil Sant-Yann
- c'hwil-tan
- c'hwil-tann
Troidigezhioù
(1)
- galleg : scarabée (fr) ; coléoptère (fr)
- kembraeg : chwilen (cy)
- kerneveureg : whylen (kw)
- saozneg : beetle (en) ; coleopter (en)
(2)