garan - Wikeriadur (original) (raw)
Ur pennad eus ar Wikeriadur, ar geriadur liesyezhek frank a wirioù.
Brezhoneg
Etimologiezh
(Anv-kadarn) Kavet en henvrezhoneg (garan).
Meneget er C'hatolikon (garan).
Da geñveriañ gant ar gerioù garan en kembraeg hag en kerneveureg, garanus en galianeg.
Gwelet ivez an doue galian Tarvos Trigaranus (tarv, tri ha garan e brezhoneg).
(Furm verb) Eus karan gant ur c'hemmadur dre vlotaat.
Anv-kadarn
garan /ˈɡɑː.rãn/ benel (liester : garaned (an evn) ; garanoù (an traoù all))
- (evnoniezh) : Evn tremeniat bras (Gruidae), hir e zivhar, dezhañ ur gouzoug hir ha gwevn hag ur pigos lemm.
- Ask hir ha strizh kleuzet war-c'horre un danvez (prenn, maen...).
- Toull hir ha don kleuzet en douar, riboul, garidenn.
- El lanneg-se a zo (ez eus) eur bern garanou. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Deuxième Partie, 1970, p. 171.)
- Micher. Doare benveg (toneller, kalvezer, munuzer).
Deveradoù
Troidigezhioù
- galleg : grue (fr) (oiseau) ; rainure (fr) , jable (fr) ; galerie (fr) , terrier (fr) ; jabloire (fr) , bouvet (fr) (outil)
- kembraeg : garan (cy)
- kerneveureg : garan (kw)
- saozneg : crane (en)
Gwelet ivez
- Ar pennad « garan) » e-barzh Wikipedia

Furm verb
| Kemmadur | Furm |
|---|---|
| hep | karan |
| dre vlotaat | garan |
| dre c'hwezhañ | c'haran |
| dre galetaat | digemm |
| amreizh | digemm |
garan /ˈɡɑː.rãn/
- Furm kemmet ar verb karout e kentañ gour unan an amzer-vremañ, en doare-disklêriañ.