gwer - Wikeriadur (original) (raw)
Ur pennad eus ar Wikeriadur, ar geriadur liesyezhek frank a wirioù.
Brezhoneg
Etimologiezh
Eus al latin viridis.Anv-gwan hag anv-kadarn 1 :
Meneget er C'hatolikon : « Guezr ha glas.tout ung ibi uide »
Da geñveriañ gant an anvioù-gwan gwyrdd, gwerdd en kembraeg ha gwer en kerneveureg.
Meneget en geriadur Gregor (güezr).
Da geñveriañ gant an anvioù-kadarn gwydr(yn) en kembraeg ha gweder en kerneveureg.
Anv-gwan
gwer /ˈɡɥeːr/
- A-liv gant ar geot, a denn e liv da hini ar geot (diwar-benn an traezoù, an daoulagad)
- Diavaez ur melegan blev gell-aour en doa bremañ, daoulagad gwer en e zremm, diweuz ruz-kignez, divjod voulouz liv ar pechez; [...]... — (Langleiz, Romant ar Roue Arzhur/levrenn I : Marzhin, Al Liamm, 1975, p. 115.)
- Gallout a rae gwelout tri lizher hag e liv gwer e oa skrivet warno. — (J.K. Rowling, lakaet e brezhoneg gant Mark Kerrain, Harry Potter ha Maen ar Furien, An Amzer embanner, 2012, p. 45.)
Gerioù kevrennek
Anv-kadarn 1
gwer /ˈɡɥeːr/ hollek gourel
Troidigezhioù
- galleg : vert (fr) (artificiel : objets, maisons, ou vert des yeux)
- kembraeg : gwyrdd (cy) (g), gwerdd (cy) (b)
- kerneveureg : gwer (kw)
- saozneg : green (en)
Anv-kadarn 2
gwer strollder (unanderenn : gwerenn)
- Danvez oberiet, kalet, bresk ha treuzwelus.
- Ar vein-glas-se a zo bresk evel gwer. TBP
- Plakennoù gwer a lakaer da stankañ digoroù un ti.
.