gwez - Wikeriadur (original) (raw)

Ur pennad eus ar Wikeriadur, ar geriadur liesyezhek frank a wirioù.

Brezhoneg

Etimologiezh

anv-kadarn 1 :

Kavet en henvrezhoneg (guid).

Meneget er C'hatolikon (guezenn).

Da geñveriañ gant ar gerioù gwŷdd (lennegel) e kembraeg, gwydh e kerneveureg, fiodh « prenn » en iwerzhoneg ha uidu- en galianeg.

Deuet eus ar ger keltiek *widus, eus ar furm indezeuropek *h₁u̯idʰ(h₁)-u-s, deveret eus ar wrizienn *h₁u̯eidʰh₁- a gaver er gerioù viður « koad ; prenn » en islandeg ha vidùs « diabarzh » e lituaneg. Kar d'an anv-gwan gouez.

Indezeuropeg Henamzer uhel Kentkeltiek h.a. Henamzer Predeneg h.a. Krennamzer uhel Henvrezhoneg h.a. Krennamzer izel Krennvrezhoneg h.a. Amzerioù modern Brezhoneg h.a. Yezhoù all
*h₁weydʰh₁-(en) *h₁wéydʰh₁-u-s *widus(en),[1] *gwɨð (en) guid guez gwez
gwydh Kerneveureg
guid gwydd gwŷdd Kembraeg

anv-kadarn 2 :

Kavet en henvrezhoneg (gued) hag en krennvrezhoneg (goez).

Da geñveriañ gant ar gerioù gwedd « arvez ; fazenn al loar » e kembraeg ha gwedh « fazenn al loar » e kerneveureg.

Deuet eus ar ger keltiek *widā, eus ar wrizienn indezeuropek *u̯(e)id- « gwelet ». Kar d'an anv-kadarn gouez.

Anv-kadarn 1

gwez /ɡweː(s)/ strollder (unander: gwezenn)

  1. Plant koadek, uhel pe uheloc'h gant ur c'hef, ur blein ha skourroù

Deveradoù

Gerioù kevrennek

Divinadelloù

Troidigezhioù

Anv-kadarn 2

gwez /ɡweː(s)/ benel

  1. Arvez, doare ma vez merzet, gwelet unan bennak.

Deveradoù

Troidigezhioù

Gwelet ivez

  1. Ranko Matasović : Etymological Dictionary of Proto-Celtic (2009), p408