karc'har - Wikeriadur (original) (raw)
Ur pennad eus ar Wikeriadur, ar geriadur liesyezhek frank a wirioù.
Brezhoneg
Etimologiezh
Deveret eus ar ger henvrezhonek carcar (amprestet digant al latin sur awalc'h).
Da geñveriañ gant ar gerioù carchar en kembraeg, carghar en kerneveureg.
Anv-kadarn
Karc'har Enez Alcatraz e-kreiz bae San Francisco
karc'har /ˈkarɣar/ gourel (liester : karc'harioù)
- Savadur kloz-mat ma talc'her an dud kondaonet pe war-c'hed eus o barnedigezh.
Kas unan bennak d'ar c'harc'har.