kistinenn - Wikeriadur (original) (raw)
Ur pennad eus ar Wikeriadur, ar geriadur liesyezhek frank a wirioù.
Brezhoneg
Etimologiezh
Savet diwar ar anv-kadarn kistin hag al lostger -enn.
Meneget er C'hatolikon (quistinenn).
Da geñveriañ gant ar gerioù castanwydd (kistin ha gwez) en kembraeg, kestenenn en kerneveureg.
Anv-kadarn 1
Kistinenn (Castanea sativa)
kistinenn /kis.ˈtĩː.nɛn/ benel, liester kistinenned
Gerioù heñvelster
Troidigezhioù
- galleg : châtaignier (fr)
- kembraeg : castanwydd (cy)
- saozneg : chestnut tree (en)
Anv-kadarn 2
Teir c'histinenn en o c'hlorenn.
kistinenn benel, liester kistinennoù
- Frouezhenn ar gwez-kistin.
. - Taol.
Reiñ ur gistinenn da unan bennak.
Gerioù heñvelster
Divinadell
- Un tad uhel, ur vamm gruel, ur vagerez rouz hag ur bugel gwenn ? – Ur gistinenn. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Troisième Partie, 1974, p. 332.)
Troidigezhioù
- galleg : châtaigne (fr) (fruit) ; coup (fr) (de poing)
- kembraeg : castanwydd (cy)
- kerneveureg : kestenenn (kw)
- ↑ KanaouennEr parkig-hont ec'h eus ur gistinenn