lavaret - Wikeriadur (original) (raw)
Ur pennad eus ar Wikeriadur, ar geriadur liesyezhek frank a wirioù.
Brezhoneg
Etimologiezh
(Verb) Testeniekaet en henvrezhoneg (laberiat).
Meneget er C'hatolikon (lauarez).
Da geñveriañ gant ar verboù llefaru en kembraeg, leverel en kerneveureg.
(Furm-verb) Savet diwar « lavar- », pennrann ar verb « lavaret », hag an dibenn-ger « -et ».
Verb
lavaret /laˈvɑːret/ verb kreñv eeun (displegadur)
- Reiñ da c'houzout d'unan bennak dre gomz.
- — Her lavaret a c'hellez, va den ; me am eus dija gwelet meur a hini. — (Lan Inizan, Emgann Kergidu 1, Brest, 1877, eil emb. Al Liamm 1977, p. 155.)
- Lavaret a rejont ho daou an ofern, an eil varlerc'h egile, evid ar re a ioa marvet ac'hanomp e Kergidu, hag evit pedi Doue da bellaat peb drouk dioc'h ar vro. — (Lan Inizan, Emgann Kergidu Lodenn 2, J.B. hag A. Lefournier, Brest, 1878, p. 59.)
- Trei a reaz varzu enn-ho en eur lavaret :
— Sell-ta, paotred, petra a zo a nevez ganeoc'h ? — (Lan Inizan, Emgann Kergidu Lodenn 2, J.B. hag A. Lefournier, Brest, 1878, p. 318.)
Stummoù all
Stummoù rannyezhel
Doareoù-skrivañ all
En doare-skrivañ etrerannyezhel e vez skrivet lavared.
Troioù-lavar
- lavaret an oferenn
- lavaret bennozh Doue da unan bennak
- lavaret d'e roched
- lavaret etre e roched hag e chouk
- lavaret etre e roched hag eñ
- lavaret etre e roched hag e vruched
Troidigezhioù
- alamaneg : sagen (de)
- galleg : dire (fr)
- italianeg : dire (it)
- kembraeg : dweud (cy)
- kerneveureg : leverel (kw)
- portugaleg : dizer (pt)
- saozneg : to say (en)
- spagnoleg : decir (es)
Etimologiezh
Savet diwar bennrann lavar- ar verb lavaret hag an dibenn-ger -et.
Furm verb
lavaret /laˈvɑːret/
- Anv-gwan-verb ar verb lavaret**.**
- Goude m'oa echu emgann Kergidu, pep hini, evel em eus her lavaret deoc'h, a en em zastumas gant tud e vro evit mont kuit, [...]. — (Lan Inizan, Emgann Kergidu 1, Brest, 1877, eil emb. Al Liamm 1977, p. 221.)
- Lavaret eus bet d’in eman ar beleg Laporte etouez ar re varo. Patrom:An den eurus Glaoda Laporte, 141
- Furm ar verb lavaret e trede gour unan an doare-gourc'hemenn.