Meurvor (original) (raw)
Ur meurvor, ur mor-bras[1] pe un osean[2] a-wezhioù, zo ur mor bras-kenañ ha n'eus nemet 5 anezho war ar Voul-Douar. Bevennet int gant ar c'hevandirioù war al lodenn vrasañ eus o harzoù hag a zo treset dre emglev an douaroniourien ivez. Ar morioù a zo bet roet pep a anv dezho a c'hall bezañ pe lodennoù eus ar meurvorioù pe morioù enklozet en ur c'hevandir (pe etre daou, evel ar Mor Kreizdouarel).
- ar Meurvor Atlantel
- Meurvor Arktika
- ar Meurvor Habask
- Meurvor Indez
- Meurvor ar Su. Gwechall e veze termenet ur meurvor e Su ledred Kelc'h Antarktika, ha Meurvor Antarktika a veze graet eus outañ. Abaoe 2000 ez eus bet divizet emañ Meurvor ar Su er su d'an tri c'hevandir en hemisferenn ar su.
Commons