koad - Wikeriadur (original) (raw)
Ur pennad eus ar Wikeriadur, ar geriadur liesyezhek frank a wirioù.
Brezhoneg
Etimologiezh
Kavet en henvrezhonek coet.
Meneget er C'hatolikon (coat) ha en geriadur Grégoire.
Da geñveriañ gant ar gerioù coed en kembraeg, kos en kerneveureg ha ceto- en galianeg.
Anv-kadarn
koad /ˈkwɑːt/ gourel, liester koadoù, koadeier
- Gorreenn bras pe vrasoc'h dindan wez
- Prenestroù bras sal-debriñ an ostaleri a skoe diouzh un tu war ar c'hoad, [...]. — (Ronan Huon, AR GWENNILI-MOR, Al Liamm niv. 77, Du-Kerzu 1959, p. 407.)
- Danvez kalet pe galetoc'h a ya kefioù, skourroù, bleñch ur wezenn.
.
Stumm all
koed (stumm gwenedek)
Gerioù heñvelster
Gant ur ster resisoc'h :
Deveradoù
- digoad
- digoadañ
- koadad
- koadaj
- koadañ
- koadeg
- koadek
- koadell
- koadellad
- koadenn
- koadenniñ
- koadour
- koadus
- koata
- koataat
- koataer
- koataerezh
- koataj
Gerioù kevrennek
- argoad
- botez-koad, botoù-koad
- brouskoad
- gwenngoad
- kazh-koad
- koad-annez
- koad diskoultr
- koad-drailh
- koadesk
- koad gwerzhidi
- koad-hanoch
- koad-heskenn
- koad-houarn
- koad-kamm
- koad-kign
- koad-labour
- koad-losk
- koad-materi
- koad-med
- koad-peilh
- koad-red
- koad-rez
- koad-tailh
- koad-tan
- koad-tro
- koad-troc'h
- koad-uhel
- kazeg-koad
- marc'h-koad
- marmouz-koad
- penn koad
- pilkoad
- razh-koad
Troioù-lavar
Divinadelloù
- Koad a-us dezhañ, koad dindanañ, koad tro-dro dezhañ, kaer en devez hopal, den ne respont anezhañ ? - Ar person er gador sarmon. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Troisième Partie, 1974, p. 329.)