kegin - Wikeriadur (original) (raw)
Ur pennad eus ar Wikeriadur, ar geriadur liesyezhek frank a wirioù.
Brezhoneg
Etimologiezh
Meneget er C'hatolikon (quiguin).
Da geñveriañ gant ar gerioù cegin, cegid « kazeg-koad, pilkoad bras, kegin » (dispredet) e kembraeg, kegin « kegin » e kerneveureg.
Diwar cocin en henvrezhoneg.
Amprestet digant al latin (cocina).
Meneget er C'hatolikon (queguin).
Da geñveriañ gant ar gerioù cegin en kembraeg, kegin en kerneveureg.
Anv-kadarn 1
Ur gegin.
kegin /ˈkeːɡĩn/ benel (liester kegined)
- (evnoniezh) Evn bras eus ar c'hoadoù (Garrulus glandarius), kar d'ar vran, gell e bluñv, du, gwenn ha glas e zivaskell.
- Hag ar vran, ar voualc'h, ar gegin, ar pennduig hag holl laboused ar girzhier a hope war-lerc'h Job ha Lom :
— « Viltañsoù ! viltañsou ! » — (Jakez Riou, An Ti Satanazet, Skridoù Breizh, 1944, p. 29.)
- Hag ar vran, ar voualc'h, ar gegin, ar pennduig hag holl laboused ar girzhier a hope war-lerc'h Job ha Lom :
- Maouez tagnous.
- Da c'hoar te, 'vat, a zo eur gegin. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Deuxième Partie, 1970, p. 246.)
- Revr-kegin: revr dev
Troioù-lavar
- bezañ evel ur gegin fumet: teñval e benn
Troidigezhioù
- alamaneg : Häher (de) gourel
- arabeg : زُرَيْق (ar) (zurayq) gourel
- esperanteg : garolo (eo)
- euskareg : eskinoso (eu)
- galleg : geai (fr) gourel
- gresianeg : κίσσα (el) (kíssa) benel
- italianeg : ghiandaia (it) benel
- iwerzhoneg : scréachóg (ga) benel
- kembraeg : sgrech y coed (cy) benel
- kerneveureg : kegin (kw) benel
- luksembourgeg : Maarkollef (lb) gourel
- okitaneg : gag (oc) gourel
- nederlandeg : gaai (nl) gourel
- poloneg : sójka (pl) benel
- romañcheg : sgragia (rm) benel
- saozneg : jay (en)
- skoseg : sgreuchag (gd) benel , sgreuchan-coille (gd) gourel
- spagnoleg : arrendajo (es) gourel
Gwelet ivez
- Ar pennad « kegin » e-barzh Wikipedia

Anv-kadarn 2
kegin /ˈkeːɡĩn/ benel (liester keginoù)
- Pezh eus an ti ma vez aozet ar boued hag ar predoù.
- Labourat er gegin.
- Gwalc'hiñ holl listri ar gegin, en ur ger, hep ankounac'haat hini pe ho po da ziwall ouzhin. — (Yann-Vari Perrot, E-tal ar poull, C'HOARIVA BREZHONEK, Pemp pezh-c'hoari berr, Skridoù Breizh, 1944, p. 46.)
- Boued aozet (en ur gegin peurvuiañ).
- Kegin vat, kegin dreut.
- Ober kegin, ober ar gegin.
Gerioù heñvelster
Deveradoù
Gerioù kevrennek
Troioù-lavar
- bezañ war ar gegin: o keginañ
Troidigezhioù
- esperanteg : kuirejo (eo)
- galleg : cuisine (fr) (tous sens)
- italianeg : cucina (it) benel
- kembraeg : cegin (cy)
- kerneveureg : kegin (kw) benel
- saozneg : kitchen (en) ; cooking (en)
Gwelet ivez
- Ar pennad « kegin » e-barzh Wikipedia
