nemetken - Wikeriadur (original) (raw)
Ur pennad eus ar Wikeriadur, ar geriadur liesyezhek frank a wirioù.
Brezhoneg
Etimologiezh
Savet diwar an araogenn nemet hag an adverb ken.
Adverb
nemetken /neme(t)ˈkẽːn/
- Termen a dalvez da c'heriañ ur strishadenn a denn d'ar ger zo dirakañ.
- Pevar bloaz am boa nemetken pa stagas va mamm d'ober gant he fennhêr un denig desket. — (Jarl Priel, Va Zammig Buhez, Al Liamm, 1954, p. 13.)
- — « O ! feiz n'eo ket avat. Ur c'hoari nemetken. » — (Jakez Riou, An Ti Satanazet, Skridoù Breizh, 1944, p. 95.)
- — « Ne c'houlennan ket ul lodenn re vras, Lom... An tri c'hard nemetken. » — (Jakez Riou, An Ti Satanazet, Skridoù Breizh, 1944, p. 121.)
- - Drailhañ plouz nemetken ! — (Jakez Riou, Geotenn ar Werc'hez ha danevelloù all, Al Liamm, 1957, p. 36.)
- ...d'ur pardoner hag a oa deuet eus keid-all da bediñ ar Werc'hez hag a vije bet eürus-bras da vezañ test eus unan nemetken eus he burzhudoù kaer. — (Yeun ar Gow, E Skeud Tour Bras Sant Jermen, eil emb. Al Liamm, 1978, p. 49.)