rod - Wikeriadur (original) (raw)
Ur pennad eus ar Wikeriadur, ar geriadur liesyezhek frank a wirioù.
Brezhoneg
Etimologiezh
Meneget er C'hatolikon (rot).
Da geñveriañ gant ar gerioù rhod en kembraeg, ros en kerneveureg, roth en iwerzhoneg ha roto- en galianeg.
Anv-kadarn
Rod ur stlejerez.
rod /ˈroːt/ benel (liester rodoù, furm vihanaat rodig)
- Tra kelc'hiek a dro war un ahel kreiz hag a ro tu d'ur c'harr da ruilhal.
- Teir rod a zo ouzh karr paotr ar c'hafe, ur rodig en araog, hag unan vrasoc'h a bep tu. — (Tad Medar, An Tri Aotrou, 1981, p. 110.)
- Lan ar C'hor a lard rod vras an dornerez. — (Jakez Riou, Geotenn ar Werc'hez ha danevelloù all, Al Liamm, 1957, p. 37.)
- Un tach a zo aet em rod a-dreñv. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Deuxième Partie, 1970, p. 499.)
Deveradoù
- rodaj
- rodal
- rodañ
- rodata
- rodeal
- rodek
- rodell
- rodellad
- rodellañ
- rodellak
- rodellerez
- rodenn
- roder
- roderezh
Gerioù kevrennek
- divrodek
- pederrodek
- rod an avelioù
- rod-avel
- rod-heol
- rod-kentr
- rodlec'h
- rod-loar
- rod-nezañ
- rod-stur
- rod-viñs
- rod vras
- teirrodeg
- teirrodek