sec'h - Wikeriadur (original) (raw)
Ur pennad eus ar Wikeriadur, ar geriadur liesyezhek frank a wirioù.
Brezhoneg
Etimologiezh
Kavet en henvrezhoneg sech.
Meneget er C'hatolikon (sech).
Da geñveriañ gant an anvioù-gwan sych (gourel), sech (benel) e kembraeg ha sygh g., segh b. e kerneveureg.
Amprestet digant al latin siccus.
Anv-gwan
sec'h /ˈseːx/
- Stad ar pezh n'eo ket gleb, hep glebor ennañ/warnañ.
- N'eo ket sec'h ma dilhad c'hoazh, met dizouret mat int. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Deuxième Partie, 1970, p. 459.)
- ..., o tastum bodoù sec'h diwar an douar, ... — (Jakez Riou, Geotenn ar Werc'hez ha danevelloù all, Al Liamm, 1957, p. 31.)
Gerioù enepster
Gerioù kar dre o ster
Deveradoù
- arsec'h
- a-sec'h
- disec'h
- sec'haat
- sec'hadenn
- sec'hadur
- sec'hañ
- sec'hded
- sec'hder
- sec'hed
- sec'henn
- sec'hentez
- sec'her
- sec'honi
- sec'hor
- sec'hus
Gerioù kevrennek
- a-sec'h
- begsec'hañ
- brizhsec'h
- gwadsec'hedik
- poull-sec'h
- sec'h-askorn
- sec'h-c'hroilh
- sec'h-karn
- sec'h-koadesk
- sec'h-korn
- sec'h-kras
- sec'h-mat
- sec'h-spoue
- sec'h-tont
Troioù-lavar
Krennlavarioù
- Amañ emañ ar c'hiz da lavarout d'ar vugale :
Debrit bara sec'h
Hag e teuy tev ho prec'h. — (Yeun ar Gow, E Skeud Tour Bras Sant Jermen, eil emb. Al Liamm, 1978, p. 24.) - Keuneudenn sec'h, an neb a vir a gav. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Troisième Partie, 1974, p. 313.)
Troidigezhioù
- alamaneg : trocken (de)
- arabeg : جَاف (ar) (jāf)
- esperanteg : seka (eo)
- euskareg : lehor (eu)
- galleg : sec (fr)
- gresianeg : στεγνός (el) (stegnós) , ξερός (el) (xerós)
- ido : sika (io)
- inuktitut : ᐸᓂᖅᑐᖅ (iu) (paniqtuq)
- italianeg : secco (it) , asciutto (it)
- iwerzhoneg : tirim (ga)
- japaneg : 乾いた (ja) (かわいた, kawaita)
- kembraeg : sych (cy) gourel , sech (cy) benel
- kerneveureg : sygh (kw) gourel , segh (kw) benel
- koreaneg : 마른 (ko) (mareun)
- luksembourgeg : dréchen (lb)
- nederlandeg : droog (nl)
- okitaneg : sec (oc)
- perseg : خشک (fa) (xošk)
- poloneg : suchy (pl)
- portugaleg : seco (pt)
- romañcheg : sitg (rm) , setg (rm)
- saozneg : dry (en)
- sinaeg : 乾 (zh) (gān)
- skoseg : tioram (gd)
- spagnoleg : seco (es)
- tchekeg : suchý (cs)
- turkeg : kuru (tr)
- vietnameg : khô (vi)