teñvalijenn - Wikeriadur (original) (raw)
Ur pennad eus ar Wikeriadur, ar geriadur liesyezhek frank a wirioù.
Brezhoneg
Etimologiezh
Savet diwar an anv-gwan teñval hag al lostger -ijenn
Meneget er C'hatolikon (teffoaligenn).
Anv-kadarn
teñvalijenn /tẽvaˈliːʒɛn/ benel (liester teñvalijennoù)
- Diouer a c'houloù, noz
- Mes souden eur sklerijenn a baras en tenvalijenn an noz. — (Erwan ar Moal, Pipi Gonto, Kemper, 1925, p. 159.)
- Gant he fenn e tiskouezas prenestr saloñs an tiegezh Dursley, a oa en deñvalijenn. — (J.K. Rowling, lakaet e brezhoneg gant Mark Kerrain, Harry Potter ha Maen ar Furien, An Amzer embanner, 2012, p. 14.)
- (dre skeudenn-lavar) Diouer a sklêrijenn
Gerioù heñvelster
Gerioù enepster
Gerioù kevrennek
Troioù-lavar
- bugale an deñvalijenn : enebourien ar feiz
- ober un dra bennak dindan deñvalijenn an noz : oc'h ober e vad eus an noz evit tremen hep bezañ gwelet