touzañ - Wikeriadur (original) (raw)
Ur pennad eus ar Wikeriadur, ar geriadur liesyezhek frank a wirioù.
Brezhoneg
Etimologiezh
Meneget er C'hatholicon evel tousaff (1499)[1][2].
Savet diwar an anv-kadarn touz hag al lostger -añ.
Verb
| Kemmadur | Furm |
|---|---|
| hep | touzañ |
| dre vlotaat | douzañ |
| dre c'hwezhañ | zouzañ |
| dre galetaat | digemm |
| amreizh | digemm |
touzañ /ˈtuː.zã/ verb kreñv eeun (anv-gwan-verb : touzet) (displegadur)
- Troc'hañ kreoñ, blev, a-rez ar c'hroc'hen, d'an de#nved peurvuiañ.
- Troc'hañ geot a-rez douar.
- (dre skeudenn-lavar) Laerezh unan bennak, ober un dra bennak diwar-goust unan bennak dre douellañ anezhañ.
- Estregedon a oar touzañ e vestr. — (Klaoda ar Prad, An teir c'had ; Ar mevel laer, Ti-moulerezh Sant-Gwilherm, Sant-Brieg, 1908, p. 9-10.)
- Dispign (ur sammad arc'hant bennak) penn-da-benn.
Deveradoù
Troioù-lavar
- bezañ tost da douzañ kein ul laouenn-dar : bezañ pizh-tre
- touzañ ar maout da unan bennak
- touzañ e c'henoù
- touzañ e c'henoù da unan bennak
- touzañ e varv da unan bennak : kemer e greñv war unan bennak
- touzañ ur banne : evañ ur banne penn-da-benn
- touzañ ur gelienenn
Troidigezhioù
Daveoù
Roll an daveoù :
Anv-kadarn
touzañ /ˈtuː.zã/
Troc'hañ gloan an deñved.
- Ne blije ket din pa veze koulz an touzañ-se. TBP
↑ Jehan Lagadeuc, Catholicon, Tréguier, 1499
↑ Albert Deshayes, Dictionnaire étymologique du breton, Le Chasse-Marée, Douarnenez, 2003, pajenn 736a