arc'hoazh - Wikeriadur (original) (raw)
Ur pennad eus ar Wikeriadur, ar geriadur liesyezhek frank a wirioù.
Brezhoneg
Etimologiezh
Adverb
arc'hoazh distaget [a'xwas] e Treger, [a'hwah] e Gwened
- Adverb amzeriañ da verkañ an amzer da zont:
- Amzer am bo da ziskuizhañ arc'hoazh.
- Yannig Falla bemdez, Falloc'h arc'hoazh evit hirie. Krennlavar.
- « Ma ! a soñjen didouellet krenn, n'eo ket bepred da di sultaned ez in arc'hoazh da brejañ gant spi d'ober kofad ! » — (Jarl Priel, Va Zammig Buhez, Al Liamm, 1954, p. 137.)
- Arc'hoazh e vo kaer àr ar bed. Yann-Ber Kalloc'h.
Gerioù heñvelster
Troienn
- a-benn arc'hoazh
- arc'hoazh beure
- arc'hoazh da noz
- arc'hoazh kentañ - > warc'hoazh kentañ
- arc'hoazh vintin - > warc'hoazh vintin
- ken arc'hoazh
Krennlavar
- Yann Falla Bemdez,
Falloc'h arc'hoazh evit hirie.