bloaz - Wikeriadur (original) (raw)

Ur pennad eus ar Wikeriadur, ar geriadur liesyezhek frank a wirioù.

Brezhoneg

Etimologiezh

Meneget er C'hatolikon (bloaz, bloez).

Da geñveriañ gant an anvioù-kadarn blwydd (b.) « bloaz » en kembraeg, bloedh (g.) « bloaz (oad) » en kerneveureg.

Deuet eus ur ger keltiek blēdā (b.), blēdom (g.), ar gerdarzhad dianav.

Kar d'ar gerioù blizenn, hevlene, warlene.

Indezeuropeg Henamzer uhel Kentkeltiek h.a. Henamzer Predeneg h.a. Krennamzer uhel Henvrezhoneg h.a. Krennamzer izel Krennvrezhoneg h.a. Amzerioù modern Brezhoneg h.a. Yezhoù all
(*bʰloyd-) ? *blēdū *blēdanī[1] *bluɨð *bluɨðėn blidan, bliden, blidon bloaz blizenn
bliþen blythen bloedh, bloodh bledhen Kerneveureg
bloidin blwyðyn blwydd blwyddyn Kembraeg

Anv-kadarn

bloaz /ˈblwɑː(s)/ gourel (liester : bloazioù)

  1. Hed amzer ma vez an Douar oc'h ober an dro gevan d'an Heol.
  2. Prantad daouzek miz (365 devezh) ; mont a ra eus ar c'hentañ a viz Genver d'an 31 a viz Kerzu.
  3. da vloaz, da-vloaz: ar bloaz a zeu, er bloaz a zeu
  4. Er bloaz-mañ ; er bloaz-se. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Deuxième Partie, 1970, p. 52.)
  5. a-benn bloaz, a-benn ur bloaz
  6. mont da gant vloaz
  7. Pet vloaz
  8. ar bloaz kozh
  9. ar bloaz nevez
  10. deiz kentañ ar bloaz
  11. deiz-ha-bloaz
  12. bezañ dek, ugent vloaz
  1. bezañ krog en e zek, vloaz:
  1. kaout dek, ugent vloaz
  1. tapout e drizek vloaz:
Notenn

Ne vez ket lakaet ar ger-mell amstrizh dirak « bloaz » e degouezhioù 'zo :

Stummoù rannyezhel

Gerioù heñvelster

Deveradoù

Krennlavarioù

Troidigezhioù

  1. Ranko Matasović : Etymological Dictionary of Proto-Celtic (2009), p73