gouzout - Wikeriadur (original) (raw)
Ur pennad eus ar Wikeriadur, ar geriadur liesyezhek frank a wirioù.
Brezhoneg
Etimologiezh
(Verb) Savet diwar gouz ha bout.
Testeniekaet en henvrezhoneg (gudbut) hag en krennvrezhoneg (gouzout).
Meneget er C'hatolikon (gouzuout).
Da geñveriañ gant ar verboù gwybod en kembraeg, gothvos en kerneveureg.
(Furm verb) Savet diwar « gouz- », pennrann ar verb « gouzout », hag an dibenn-ger « -out ».
Verb
gouzout /'guː.zut/ verb kreñv eeun (displegadur)
- anavezout ur fed
- Ya, hoc'h anavezout a ran, ha gouzout a ran ivez da betra ez oc'h deut amañ. — (Fañch an Uhel, Kontadennoù ar Bobl/1, Al Liamm, 1984, p. 19.)
- Gouzout a ran . — (Jakez Riou, An Ti Satanazet, Skridoù Breizh, 1944, p. 88.)
- ... na den zoken ne glaskas her gouzout. — (Lan Inizan, Emgann Kergidu 1, Brest, 1877, eil emb. Al Liamm 1977, p. 111.)
Troioù-lavar
- gouzout anezhi
- gouzout a-walc'h,
- gouzout dare, gouzout doare
- gouzout gant pe goad ober [ibilien/loaioù],
- gouzout hiroc'h,
- gouzout keit, keit-se,
- gouzout e lavar,
- gouzout pelec'h skeiñ e benn,
- gouzout penn d'un dra bennak
- gouzout petra zo en tu all d'ar san,
- gouzout ar pleg war unan bennak,
- gouzout ar rag hag ar perag (eus an traoù),
- gouzout treiñ ar grampouezhenn, treiñ e grampouezhenn,
- gouzout (an tu) diouzh unan bennak,
- gouzout an tu d'ober un dra bennak,
- gouzout un dra bennak [dindan/dre] eñvor,
- gouzout un dra bennak dreist penn e viz,
- gouzout war be droad pouezañ ha war be du kouezhañ,
- ne oar den
- gouzout a ran, gouzout a ouzon, ... gouzout a ouzomp ...
- her gouzout
Gerioù enepster
Stummoù all
Doareoù-skrivañ all
En doare-skrivañ etrerannyezhel e vez skrivet gouzoud, gouvezoud.
Troioù-lavar
- chom da c'houzout,
- da c'houzout
- gouzout an doare
- gouzout ar stek
- gouzout anezhi
- gouzout diouzh un den pe un dra
- gouzout hag eñ
- klask gouzout
- na c'houzout na bu na ba
Troidigezhioù
- galleg : savoir (fr)
- kembraeg : gwybod (cy)
- kerneveureg : gothvos (kw)
- saozneg : to know (en)
- spagnoleg : saber (es)
Furm verb
gouzout /'gu:zut/
- Furm ar verb gouzout en eil gour unan an amzer-vremañ, en doare-disklêriañ, hep kemmadur
- — N'ouzon ket ? — Gouzout.
- Dont a ray an traoù da vat ganez mar gouzout tapout laboused. — (Yann ar Floc'h, Koñchennou eus Bro ar Stêr Aon, Levrdi Le Dault, Kemper, 1950, p. 199.)
- Gant ar c'hemmadur dre vlotaat (war-lerc'h a, e, ne)
- N'ouzout ket ?
- Ne ouzout na sou na dic'ha ! MAVR 99
- C'hoari an diñsoù a ouzout ? — (Yann ar Floc'h, Koñchennou eus Bro ar Stêr Aon, Levrdi Le Dault, Kemper, 1950, p. 187.)
- Bremañ e ouzout.
- En droienn pa c'houzout, pa ouzout:
- En droienn ma c'houzout, ma ouzout.
- el lec'h m'ouzout:
- [...] : « Klev 'ta, Kourtez, cherompi a zo bet graet ivez d'az fri, met ha pa vefe daouhanteret, moarvat e van awalc'h dioutañ da vountañ el lec'h m'ouzout! » — (Jarl Priel, Va Zammig Buhez, Al Liamm, 1954, p. 30.)
Deveradoù
Divinadelloù
- N'ouzout ket pelec'h ema toull ar c'hi e-ti ar person ? — Dindan e lost. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Troisième Partie, 1974, p. 334.)