laouen - Wikeriadur (original) (raw)

Ur pennad eus ar Wikeriadur, ar geriadur liesyezhek frank a wirioù.

Brezhoneg

Etimologiezh

Meneget er C'hatolikon (louen).

Da geñveriañ gant an anvioù-gwan llawen en kembraeg, lowen en kerneveureg, lauenos en galianeg.

Indezeuropeg Henamzer uhel Kentkeltiek h.a. Henamzer Predeneg h.a. Krennamzer uhel Henvrezhoneg h.a. Krennamzer izel Krennvrezhoneg h.a. Amzerioù modern Brezhoneg h.a. Yezhoù all
*leh₂w-(en) *lowenos(en) *laweno- [1] *llowen (en) louuen louen laouen lowen
louen lowen lowen Kerneveureg
llawen llawen Kembraeg
*lawenos/-a[2] Galianeg

Anv-gwan

laouen /ˈlɔwːɛn/

  1. Zo levenez ennañ.
  2. bezañ laouen oc'h ober un dra bennak :
  3. bezañ laouen ouzh hen ober (ouzh hen gwelout, ...):
  4. bezañ laouen da ober un dra bennak :
    • -Laouen–bras e ven da vont d’ar gêr... — (Troude ha Milin, Labous ar Wirionez ha Marvailhoù all, Skridoù Breizh, 1950, p. 109.)
    • Me am eus ho kwelet en de-man e Montroulez, p'oc'h bet eno o leina e ti ar Bozelleg hag an doare brao a ouiec'h da gemeret da zibri ho pred en deus laket ac'hanon d'ho karet dioc'htu, hag o c'houzout ervat n'oc'h morse deuet er vro -man, oun laouen da veza en em gavet ganeoc'h evit ho kas e-touez va c'henvroïz, n'o devez ket atao, red eo hel lavaret, evit an diavêzidi, an doujans a zo dleet ; mez am eus evito, selaouit ! — (Yann-Vari Perrot, An Aotrou Kerlaban Pez farsus e 3 Arvest, Brest, 1922, p. ??.)
    • [...], hag an Tadou misionner zo distroet d'ho fareziou, laouen bras da veza bet dibabet gant Doue da gas he gomzou hag he c'hrassou da eur bobl ken din anez-ho. — (Y. P., Mision Elliant, Feiz ha Breiz niv. 70, 1866, p. 140a.)
  5. ya laouen
  6. laouen an tamm anezhañ

Gerioù heñvelster

Gerioù enepster

Gerioù kevrennek

Deveradoù

Gerioù kevrennek

Troioù-lavar

Troiennoù keñveriañ

Adverb

Troidigezhioù

  1. Ranko Matasović : Etymological Dictionary of Proto-Celtic (2009), p234, p397
  2. Jean-Paul Savignac : Dictionnaire Francais Gaulois (2009), p195