lizher - Wikeriadur (original) (raw)
Ur pennad eus ar Wikeriadur, ar geriadur liesyezhek frank a wirioù.
Brezhoneg
Ul lizher
Etimologiezh
Ger amprestet digant al latin (littera).
Diwar liter en henvrezhoneg.
Meneget er C'hatolikon (lizer).
Da geñveriañ gant ar gerioù llythyr en kembraeg, lyther en kerneveureg, litir en iwerzhoneg.
Anv-kadarn
lizher /ˈliː(z)ɛr/ gourel, liester lizheroù, lizhiri
- Skrid lakaet en ur golo kaset dre ar post d'unan bennak evit reiñ keloù dezhañ.
- Bep sizhun em bez ul lizher digant ma mab. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Deuxième Partie, 1970, p. 319.)
- Tri lizher ? — (Ivon Krog, Klenved ar Medalennou, Ti-moulerez Sant-Gwilherm, Sant-Brieg, 1909, p. 21.)
- Ul lizher a garantez.
- a-wechoù evit lizher-feurm, TBP 1/84
terriñ ul lizher
Deveradoù
Gerioù kevrennek
- golo-lizher
- lizher-arc'hant
- lizher-badeziant
- lizher-diskarg
- lizher-dle
- lizher-emglev
- lizher-eskemm
- lizher-feurm
- lizher-glizh
- lizher-gwerzh
- lizherjedoniezh
- lizher-kelc'h
- lizher-marc'had
- lizher-meur
- lizher-tamall
- lizhiri-kaer