nevez - Wikeriadur (original) (raw)
Ur pennad eus ar Wikeriadur, ar geriadur liesyezhek frank a wirioù.
Brezhoneg
Etimologiezh
Diwar neuid en henvrezhoneg.(Daveoù a vank)
Meneget er C'hatholicon (1499): neuez.[1]
Da geñveriañ gant an anvioù-gwan newydd en kembraeg, noweth en kerneveureg, nua en iwerzhoneg, nouios en galianeg.
Anv-gwan
nevez /ˈnɛvɛs/[2], /ˈneves/[3], /ˈneːve/[4], /ˈneːwe/[5], /ˈneo/[6], /ˈnœɥ/[7], /ˈneː/[8], /nəˈɥe/[9]
- Degouezhet n'eus ket pell.
- [...], abalamour ma ne falveze ket dezho sentiñ ouzh al lezennoù nevez : [...] — (Lan Inizan, Emgann Kergidu 1, Brest, 1877, eil emb. Al Liamm 1977, p. 11.)
- Al loar nevez.
- Graet n'eus ket pell amzer.
Doareoù-skrivañ all
En doare-skrivañ etrerannyezhel e vez skrivet newez.
Gerioù enepster
Deveradoù
- adnevesaat
- arnevez
- nevesaat
- nevezadenn
- nevezadur
- nevezadurezh
- nevezded
- nevezenn
- nevezentez
- nevezenti
- nevezer
- nevezerezh
- neveziad
- neveziant
- nevezid
- nevezidigezh
- neveziñ
- nevezus
Gerioù kevrennek
- a-nevez
- a-nevez zo
- nevez-amzer
- nevez-c'hanet
- nevez-flamm
- nevez-flamm-flimin
- nevez-grog
- nevez-grouet
- nevez-hal
- nevez-hañv
- nevez-vet
- nevez zo
- ozhac'h-nevez
- paotr-nevez
- plac'h-nevez
- pried-nevez
Anvioù-lec'h
- Andolieg-Kernevez
- An Dre-Nevez
- An Havr-Nevez
- Ar Chapel-Nevez
- Bourc'hnevez-Raez
- Gwinevez
- Kastell-Nevez-ar-Faou
- Kernevez-Nevez
- Neveztell
- Plonevez-ar-Faou
- Plounevez-Kintin
- Plounevez-Moedeg
- Plonevez-Porzhe
Troidigezhioù
- alamaneg : neu (de)
- esperanteg : nova (eo)
- galleg : nouveau (fr) , neuf (fr)
- italianeg : nuovo (it)
- kembraeg : newydd (cy)
- kerneveureg : noweth (kw)
- sañskriteg : नव (sa) (nava)
- saozneg : new (en)
Distagañ
An [s] dibenn ne vez distaget nemet e Bro-Leon.
Gwelet kartenn an ALBB.
Adverb
nevez /ˈnɛvɛs/, /ˈneves/, /ˈneːve/, /ˈneːwe/, /ˈneo/, /ˈnœɥ/, /ˈneː/, /nəˈɥe/
- → Termenadur da glokaat (Ouzhpennañ)
- nevez zo
- nevez varvet pe nevez-varvet
- nevez vet pe nevez-vet
- nevez c'hanet pe nevez-c'hanet
- nevez c'hraet
- nevez halet
- nevez diskaret
- nevez toullet
- Ar marc'h a yeas dre ar vali greiz, a lammas dreist peder pe bemp regennad bezioù hag a gouezhas e-kichen ur bez nevez toullet. — (Anatol ar Braz, lakaet e brezhoneg gant Erwan ar Moal, Mojenn an Ankou, Mouladurioù Hor Yezh, 1986, p. 21.)
- nevez dremenet
- Eus an traoù kozh em bez soñj, eus an traoù nevez-dremenet n’em bez ket. TBP 3/192
Gerioù kevrennek
- nevez kaset
- nevez-veleget
- nevez-vet
- nevez-c'hanet, nevez-c'horoet
- nevez-halet
- nevez-lazhet
- nevez-varvet
- nevez-vanet
Anv-kadarn
nevez (liester: nevezioù)
- morad, mare-mor
- Hemañ n'eo ket un nevez mat, un nevez bihan eo. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Deuxième Partie, 1970, p. 377.)
- En nevez bras all e oan bet oc'h ormela, — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Deuxième Partie, 1970, p. 377.)
- Ma ne dorr ket an avel diwar an nevez a vo dirgwener ne vo mann en douar, — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Deuxième Partie, 1970, p. 518.)
- Me am eus graet un nevez mat en nevez all, — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Deuxième Partie, 1970, p. 377.)
- Gant an nevez bras diwezhañ e oa tremen mil den en aod oc’h ormela, — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Deuxième Partie, 1970, p. 540.)
- Tri deiz goude an nevez e vez ar mor en e wellañ. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Troisième Partie, 1974, p. 117.)
Troidigezhioù
Daveoù
Roll an daveoù :
- ↑ Jehan Lagadeuc, Neuez, Le catholicon en troys langaiges scavoir est breton franczoys et latin, 1499, war lec'hienn ar Bibliothèque nationale de France.
- ↑ E Rosko, Santeg, Plouziri, An Dre-Nevez ha Kastell-Paol, "nevez" distaget [ˈnɛvɛs], Banque Sonore des Dialectes Bretons
- ↑ E Landivizio, "nevez" distaget /ˈneves/, Banque Sonore des Dialectes Bretons
- ↑ E Plougoñ hag An Dre-Nevez, "nevez" pe "névé/neve" distaget /ˈneːve/, Banque Sonore des Dialectes Bretons
- ↑ E Servel, "nevez" pe "newe" distaget /ˈneːwe/, Banque Sonore des Dialectes Bretons
- ↑ E Nevez, Nizon, Mêlwenn ha Molan, "nevez" pe "néo/neo" distaget [ˈneo] pe [ˈne̝o], Banque Sonore des Dialectes Bretons
- ↑ E Nevez ha Tregon, "nevez" pe "neù/neu" distaget [ˈnœɥ] pe [ˈnœ̝ː], Banque Sonore des Dialectes Bretons
- ↑ E Laz, Nevez ha Kloar-Fouenant, "nevez" pe "ne/nê" distaget /ˈneː/ pe /ˈneˑ/, Banque Sonore des Dialectes Bretons
- ↑ E Kervignag hag en Ignel, "nevez" pe "neùé" distaget /nəˈɥe/, Banque Sonore des Dialectes Bretons