porzh - Wikeriadur (original) (raw)
Ur pennad eus ar Wikeriadur, ar geriadur liesyezhek frank a wirioù.
Brezhoneg
Etimologiezh
Amprestet digant al latin (portus).
Kavet en henvrezhoneg (porth).
Meneget er C'hatolikon (porz).
Da geñveriañ gant ar gerioù porth en kembraeg hag en kerneveureg.
Anavezet evel anv-tiegezh : Le Pors, Le Porh.
Anv-kadarn
porzh /ˈpɔrs/ gourel (liester : porzhioù, porzhoù, perzhier)
- Digor e moger-dro ur gêr.
- Neuze e welas da gentan, war doull eur porz kaer, diou skeudenn vras, unan en dir, eun all en gwer, ... — (Erwan ar Moal, Pipi Gonto, Kemper, 1925, p. 9.)
- Digor pennañ ur savadur.
- « Porzh ar Marv » a reer outi o vezañ ma tremen atav dindani ar c’horfoù a vez douget d’an iliz a-raok bezañ kaset d’ar vered. — (Yeun ar Gow, E Skeud Tour Bras Sant Jermen, eil emb. Al Liamm, 1978, p. 58.)
- Tachenn dizolo ha kloz (mogerioù pe savadurioù en-dro dezhi).
- N'eus ket chomet ur penn-yar bev war e lerc'h, el leur nag er porzh. — (Tad Medar, An Tri Aotrou, 1981, p. 111.)
- Re-bar d'ur vandennad yer dichouet diwar ur bern greun, e tec'has ar vugale all, spontet ha strafuilhet, er-maez eus porzh ar marchosi. — (Yeun ar Gow, E Skeud Tour Bras Sant Jermen, eil emb. Al Liamm, 1978, p. 29.)
- Porzh-mor.
- Batimantoù-brezel a zo digouezhet e porzh Brest. — (Tad Medar, An Tri Aotrou, 1981, p. 36.)
- Ha setu ni bremañ er mor Baltel o skeiñ war du Reval, ur porzh en digor pleg-mor Bro-Finn ; ... — (Jarl Priel, Va Zammig Buhez, Al Liamm, 1954, p. 157.)
- ..., setu ni e Mailly galvet d'ober war dro ar Rusianed war var da zouariñ e porzh Marsilha. — (Jarl Priel, Amañ hag Ahont, Al Liamm, 1957, p. 14.)
- Ni a zo en em glevet gant ur vag floderezh a zo hirio e Porzh ar Beskont, e-tal Santez Barba Rosko, ... — (Lan Inizan, Emgann Kergidu 1, Brest, 1877, eil emb. Al Liamm 1977, p. 24.)
Distagañ
- Breizh (Penn-ar-C'hrann): "porzh /ˈpɔrs/"
Troioù-lavar
- Lakaat unan bennak er porzh : lemel e bedadenn digant unan bennak.
- Ober kazeg dre greiz ar porzh : c'hwitañ war ul labour pe un obererezh bennak just a-raok kas anezhañ/anezhi da benn.
Troiennoù keñveriañ
Deveradoù
- dasporzhiñ
- diborzhiañ
- enborzhiañ
- enporzhiad
- enporzhiadur
- enporzhier
- enporzhierezh
- ezporzhiad
- ezporzhiadur
- ezporzhiañ
- ezporzhier
- ezporzhierezh
- porzhad
- porzhenn
- porzhiañ
- porzhier
- porzhierezh
Gerioù kevrennek
- aerborzh
- dor-borzh
- evn-porzh
- ki-porzh
- labous-porzh
- lenn-borzh
- loen-porzh
- paseporzh
- poull-porzh
- porzh-bageal
- porzh-bered
- porzh-brezel
- porzh-c'hoari
- porzh-douar
- porzh-glaou
- porzh-gwint
- porzh-hent-houarn
- porzh-houarn
- porzh-kae
- porzh-kenwerzh
- porzh-mor
- porzh-pesketa
- porzh-rastell (porrastell)
- porzh-servij
- porzh-skol
- porzh-yer
- rakporzh
- toull-porzh
- uhelborzh